Un daouzeksilabenn, pe daouzeksilabenneg, (dodecasillabo en italianeg) zo ur werzenn a gonter daouzek silabenn enni. Implijet e vez stank e galleg hag en italianeg, e brezhoneg a-wechoù ivez.

Alesant Veur en ur c'hloc'h-spluj, diwar ar Roman d'Alexandre.


E galleg

kemmañ

E galleg e lavarer alexandrin eus ar werzenn daouzeksilabennek, diwar anv Li romans d’Alexandre, gant Alexandre de Paris, a voe gwerzaouet er stumm-se en XIIvet kantved. Alies e vez un ehanig er c'hreiz, an dambouez, goude ar c'hwec'hvet silabenn peurvuiañ.

E brezhoneg

kemmañ

Setu skridoù daouzeksilabennek e brezhoneg:

Arabat eo krediñ | kement tra a glever
Ral eo ar wirionez, | kalz stankoc'h ar gevier.

E spagnoleg

kemmañ

An alejandrino spagnolek a zo savet diwar 14 silabenn (7 + 7) aozet evel-hen:

o o o o o o o | o o o o o o o (o = silabenn ; | = dambaouez)

Señores, si quisiéredes | mio serviçio prender,
querríavos de grado | servir de mio mester:
deve, de lo que sabe, | omne largo seer;
si non, podrié en culpa | e en riepto caer.

(Kentañ poz al Libro de Alexandre[1])

Krog e oad da ober gantañ war-dro ar bloaz 1200, evit ar mester de clerecía (gwerzenn kloareg), e-barzh ar c'h-cuaderna vía, da lavarout eo 4 alejandrino. Implijet e voe dreist-holl en XIIIvet ha XIVvet kantved. evel en El libro de buen amor gant Juan Ruiz e 1330.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (es) 'Libro de Alexandre'. Kavet : 19/06/2023.