Darhaou zo ur strollad sonerien festoù-noz, savet e 1999.

Ar strollad.

SonerienAozañ

Savet eo bet gant Olivier Urvoy, paotr e glarinetenn, Ronan Le Dissez, fleüter ha talabarder, Erwan Volant gitarour, Ronan Bléjean akordeoñser, Pierrig Tardivel paotr ar gourrebed-bout, Christophe Le Menn , kaner, ha Maella Goareguer sondaperez.

Pierrig Tardivel zo ur gitarour eus ar Vro-Vigoudenn ha soner gourrebed-bout, deuet eus ar jazz . Dizoloiñ a raio sonerezh Breizh en ur c'hoari er strollad Dibenn e-lec'h ma kavo Olivier Urvoy. Seniñ a raio ivez gant ar strollad Jazz Bigoud ha re all, met e strollad a vremañ eo Darhaou.

Olivier Urvoy a zesko seniñ bombard da gentañ e-barzh ar festoù-noz gant e vignoned met ivez 'barzh Bagad Pañvrid-ar-Beskont. Labourat a raio war-lec'h ar saxofon en ur skol munisipal hag e zaio barzh ur big band en 1987, dizoloiñ a raio ar glarinetenn hag, aboue, e c'hoari gant e gomper G. Malrieu hag gant e stollad DARHAOU.

Erwan Volant c'hoarier gitar eus Bro-Vigoudenn hag ivez disachet gant ar jazz evel Pierrig Tardivel. Goude bezhañ aet da vro Baris er CIM, ur skol jazz, en eus beajet betek an Elzas evit kavout war e hent Ronan Le Dissez hag eo oa e touez ar stollad CELTIC BREEZE. Lieskementiñ a raio gwiziegezh war ar jazz en ur c'hoari barzh strolladoù big bang, reggae, sonerezh Iwerzhonad pe Breizhad ha tout se pell eus e Bro, Breizh. Erruet en e Vro, e krouas gant Ronan Blejean, Pierrig Tardivel ha Ronan Le Dissez ar strollad Darhaou.

Ronan Blejean, Tregeriad, a zizoloio an akordeoñs da 12 vloaz ha da 17 e heulio hent ar sonerezh Iwerzhonad hag e c'hoario gant meur a zen evel : L. DACQUAY, N. QUEMENER, Ronan Pellen hag all. Ezel eo bremañ eus strollad DARHAOU. [[Restr:Darhaou.jpg]|200px] Ronan Le Dissez, o tont eus Mulhouse, e penn kentañ labouro ar bombard hag ar flut-a-dreuz en ur heuliañ stajoù e Breizh. Da eil ez eas da vroioù estren evel Alamagn, Italia pe Belgia da c'hoari gant strollad CELTIC BREEZE ha STANZA. En 1997 e ad deuas da Vreizh evit ober erlec'hiadennoù evit un nebeut strolladoù evel Skolvan, KOUN, SKEDUZ, ANGEL I.K., KURUN, HAMON MARTIN QUINTET. E 1998, e krouas ar stollad DARHAOU gant e vignoned.

PladennoùAozañ

  • Ar c'hoant, 2001.
  • Ur sulvezh ba' Langoned,
  • An deirved, miz Meurzh 2010

LiammoùAozañ

Al liamm " Myspace "

An heil liamm