David Michael Navarro, ganet d'ar 7 a viz Even 1967, zo ur gitarour amerikan a son er strollad alternative rock Jane's Addiction hag ar strollad Camp Freddy. Sonet en deus ivez gant ar Red Hot Chili Peppers ha The Panic Channel.

Dave Navarro

Buhez kemmañ

Deroù kemmañ

Ganet eo Navarro e Santa Monica (Kalifornia), e dud o vezañ James Raul Navarro ha Constance Colleen Hopkins. Orinoù meksikan zo gantañ dre e dad. E vamm Constance a oa kentelvez en abadenn skinwel Let's Make a Deal. Navarro oa an hini nemetañ en e familh na gomze ket Spagnoleg, en abeg ma torrdimezas e dud pa oa 7 bloaz hag e tremene lodenn vrasañ e amzer gant e vamm. Mont a reas war e studioù e Notre Dame High School e Sherman Oaks, CA. Mont a reas da heul en University High School e Los Angeles, CA.

Drouklazhet e voe e vamm Connie Navarro gant e vignon eizh bloaz war-lerc'h an torrdimeziñ. Harzhet e voe al lazher e 1991. Da heul marv e vamm, e tistroas gant e dad.

Kargvezh kemmañ

Deroù kemmañ

Kregiñ a reas Dave Navarro da seniñ gitar da 7 vloaz goude bezañ klevet ur ganaouenn gant Jimi Hendrix. Sevel a reas e strollad kentañ, anvet South Dakota Railroad en eil derez. El lise, e savas ar strollad Dizaztre gant Stephen Perkins d'an taboulinoù ha Rico Quevedo d'an izgitar ha d'ar c'han.

1986-1993 kemmañ

Navarro a embarzhas ar strollad Jane's Addiction e 1968 gant kefridi ar gitarour lead goude ma ve bet erbedet gant Perkins d'ar c'hanner Perry Farrell. Er strollad e oa kavet e memes mod Eric Avery, mignon kozh gant Navarro, d'an izgitar. Dont a reas ar strollad d'ober berzh ha brudet kenan e metou ar sonerezh alternatif. Tennder etre an dud a gasas neoazh ar strollad d'an disrann e 1991. Krouet e voe ar festival Lollapalooza gant Farrell gant ar mennoz da sevel un droiad diwezhañ evit Jane's Addiction.

E 1993, e savas Navarro ar strollad Deconstruction gant Avery o kanañ hag o senniñ izgitar ha Michael Murphy d'an taboulinoù. Ur gantenn a zeuas e gouloù e 1994. Rick Rubin oa embarzhet er broduadur ha Gibby Haynes a sennas e-giz ur c'houviad. Ne droiadjont ket en abeg ma oa skuizh Avery goude Jane's Addiction.

1993-Bremañ kemmañ

E 1993 ez embarzhas Navarro ar Red Hot Chili Peppers. Senniñ a reas hepken war gantenn One Hot Minute. Kuitaat a reas ar strollad en Ebrel 1998 en abeg da zarempredoù fall gant Anthony Kiedis. Adalek an amzer-se e voe embarzhet e meur a raktres, raktresoù skinwel zoken, hag e kemeras perzh e adstummadur Jane 's Addiction. E 2007 e kenlabouras Navarro gant Teravision da seveniñ e film kentañ, Broken, gant Sasha Grey.

Kantennrolladur kemmañ

Gant Jane's Addiction
Gant Deconstruction
Gant Red Hot Chili Peppers
Gant Nine Inch Nails
Solo

Rexall: U.S. Modern Rock Tracks #12, U.S. Mainstream Rock Tracks #9 Hungry: U.S. Modern Rock Tracks #24, U.S. Mainstream Rock Tracks #38

Gant Glenn Hughes
Gant The Panic Channel
Gant Guns N' Roses
  • 1999 End of Days soundtrack
Gant Gene Simmons

Liammoù diavaez kemmañ