De occulta philosophia libri tres
De occulta philosophia libri tres («Tri Levr diwar-benn ar Brederouriezh Kuzh») eo studiadenn bennañ Heinrich Cornelius Agrippa diwar benn ar skiantoù kuzh. Kas a reas war-raok ar preder a oa da vare an Azginivelezh diwar-benn galloud al lidoù hud hag o darempred gant ar relijion.
Plediñ a ra an tri levr gant an hudouriezh elfennel, neñvel ha kefredel. Pouezañ a ra al levrioù war ar peder elfenn, an astrologiezh, ar C'habbalah, an niveroniezh, ar c'harrezioù hud, anvioù an aeled ha Doue, an darempredoù kenetrezo hag an doareoù da ober ganto er medisinerezh, en alkimiezh, en diouganerezh, hag el lidoù.
Adlec'hiañ a ra anezho en o metoù orin, hebraek, gresian, pe galdean.
Ar prederioù-se a veze kavet gant prederourien all eus ar mare. Sell Agrippa ouzh an hudouriezh a zo heñvel ouzh hini skrivagnerien all evel Marsilio Ficino, Pico della Mirandola pe Johann Reuchlin. Al levrioù-se zo disheñvel tre eus al levrioù hudouriezh bet skrivet d'ar mare-se pe diwezhatoc'h, dre ma taolont ur sell gouiziek ha kefredel kentoc'h eget lakaat kevrinoù war-raok. D'ar deiz hiziv c'hoazh e vez sellet gant interest ouzh al levrioù se gant ar re zo dedennet gant ar skiantoù kuzh.
Cornelius Agrippa ha levr hud an Agrippa
kemmañGwallvrudet e oa an Agrippa e Breizh-Izel gwechall. Ul levr kuzh a veze dalc'het gant sorserien. Arabat eo kemmeskañ al levr-se gant oberennoù Cornelius Agrippa.