Dead Rising (heuliad c'hoarioù video)
Dead Rising zo un heuliad c'hoarioù video doare dreistbevañ spont en ur bed digor krouet gant Keiji Inafune. Savet e oa bet da gentañ gant Capcom a-raok ma vefe adkemeret ar sevel gant Capcom Vancouver.
Diorroer | Capcom |
---|
Kenaroud
kemmañAr c'hoarioù en heuliad a gemer plas e kêrioù ijinet, memes ma vez kaoz eus kêrioù gwirion. Ar c'hentañ c'hoari d'an heuliad a vez en ur stal bras e kêr Willamette, Colorado. An ouzhpennadur a-raok d'an eil c'hoari anvet "Case Zero" a vez e Still Creek, ur gêriadennig e-kichen Las Vegas. Ar c'hoari pennañ a gemer plas e kêr Fortune City, en ur greizenn kenwerzhel. An ouzhpennadur "Case West" a demen en uzin Phenotrans nepell diouzh Fortune City. An trede c'hoari a gemer plas e Los Perdidos, California. "Dead Rising 4" a roio tro d'ar c'hoarierien da zistreiñ da Willamette gant un aloubadeg zombied e "Willamette Memorial Mall" (ur greizenn kenwerzhel) a oa bet savet evit enoriñ gouzañverien an aloubadeg zombi er c'hoari kentañ.
"Phenotrans" zo un embregerezh pinvidik a milionoù saver louzoù. Krouet ez eus bet ganto ur re louzoù "Zombrex", ur pare a c'hell ma vez kemeret bemdez, difenn un den klañv da dreiñ d'ur zombi. An embregerezh a zo an enep d'an harozed e-pad an heuliad a-bezh. Bez ez eus ivez kevredigezhioù evel ar C.U.R.E. (Citizens for Undead Rights and Equality) a stourm evit gwirioù ar zombied.