Deca
Deca-, aroueziet dre da, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 101, da lavaret eo dre zek (10).
Abaoe 1795 e veze implijet ar rakger deca-, eus ar gresianeg δέκα déka "dek". E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [1]
Peogwir n'emañ ket al lizherenn « c » e lizherenneg ar brezhoneg e reer gant ar rakger deka- dre skrid, pa zeu deca- eus "dek" ; da skouer : dek metr eo un dekametr : 1 dam = 10 m.
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) Résolution 12 de la 11e CGPM (1960) @ Conférence générale des poids et mesures. Kavet : 16 Kzu 24.