Reizhiad unanennoù etrebroadel

Ar reizhiad Unanennoù Etrebroadel (pe sistem unanennoù etrebroadel, berraet en SI diwar an anv gallek Système International d'Unités) eo stumm a-vremañ ar reizhiad metrek. Ar reizhiad unanennoù a vez graet ar muiañ gantañ er bed eo, koulz war dachenn ar c'henwerzh ha war dachenn ar skiant.

Unanennoù diazez an SI
N (Newton) ha W (Watt) zo deveret diouzh s, m ha kg,
A diouzh N, cd diouzh W, mol diouzh kg ha m diouzh s

Meur a stroll unanennoù a oa er reizhiad metrek kozh. Diwar unan anezho e voe diorroet an SI e 1960, ar reizhiad metr-kilogramm-eilenn (MKS) kentoc'h eget ar reizhiad kantimetr-gramm-eilenn (CGS) en doa bet meur a zoare tro-ha-tro.

Gant an SI e voe degaset un toullad anvioù nevez evit an unanennoù. N'eo ket ur reizhiad sonn, ur stroll skouerioù bev eo, ma vez krouet unanennoù ha kemmet an termenadurioù gant un asant etrebroadel a-feur ma 'z a teknologiezh ar muzuliañ war-raok.

War-bouez un nebeud nemedennoù (evel ar bier tennet diouzh ar c'hog a vez gwerzhet er Rouantelezh-Unanet) e vez graet gant ar reizhiad ent-lezennel en holl vroioù dre ar bed. Ne vez ket dalc'het termenadurioù ofisiel eus unanennoù all gant un toullad riezioù avat. E Stadoù Unanet Amerika ez a implij greantel an SI war gresk, met n'eo ket en em ledet an implij e-touez ar werin c'hoazh. Er Rouantelezh Unanet ez eo ar politikerezh ofisiel tremen d'an unanennoù metrek, met n'eo ket peurc'hraet c'hoazh. Ar riezioù a ra c'hoazh gant unanennoù nann SI (da skouer SUA hag RU) o deus adtermenet ar pep brasañ eus o unanennoù hengounel, n'int ket e-barzh an SI, diwar an unanennoù SI.

E Sina, da vare an Tri Enorus hag ar Pemp Impalaer (war-dro 2 700 kent J.-K.) e voe staliet un doare "stalon hollvedel" graet diwar ur vambouzenn, an hirder anezhi o vout termenet dre uhelder an notenn a gleved pa c'hwezhed enni. Greun a lakaed er vambouzenn goude-se[1].
Tri stalon a voe savet diwar an ijinadenn :

  • stalon an hirder : ur c'hard eus hirder gwagenn ar son eztaolet, pe ledander 100 greunenn ;
  • stalon an dalc'had : 100 greunenn a oa er vambouzenn ;
  • stalon ar pouez : pouez ar 1 é00 greunenn.-->

Krouet e voe ar reizhiad metrek e-kerzh an Dispac'h gall. D'ar 1 a viz Eost 1793 e tegemeras ar Vodadenn Vroadel ar "metr" dekredel nevez gant un hirder da c'hortoz, hag ivez an unanennoù dekredel all gant termenadurioù hag anvioù kentañ. D'ar 7 a viz Ebrel 1795 (Loi du 18 germinal, an III) e voe degemeret an anvioù gramme ha kilogramme e-lec'h an anvioù kozh gravet ha grave.

Goude an 18 Brumaire er bloaz VIII e voe degemeret da vat ar reizhiad metrek e Frañs gant ar C'hoñsul Kentañ Bonaparte (a zeuy da vezañ diwezhatoc'h "Napoléon Iañ") d'an 10 a viz Kerzu 1799 (Loi du 19 Frimaire an VIII). E-pad istor ar reizhiad metrek ez eus bet diorroet un toullad doareoù disheñvel hag en em ledañ a reas an implij anezho dre ar bed o kemer plas meur a reizhiad muzuliañ hengounel.

Da vare dibenn an Eil brezel bed e veze graet c'hoazh gant un toullad reizhiadoù muzuliañ dre ar bed. Lod anezho a oa doareoù eus ar reizhiad metrek tra ma oa diazezet lod all war reizhiad ar Rouantelezh-Unanet pe war hini SUA. Merzet ez eus bet e oa ezhomm d'ober un nebeud kammedoù ouzhpenn evit kas war-raok ur reizhiad muzuliañ bedel. Diwar-se e c'houlennas 9vet Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CGPM) e 1948 gant Kuzuliadeg Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CIPM) kas ur studiadenn etrebroadel war ezhommoù muzuliañ kumuniezhioù ar skiantoù, an teknikoù hag an deskadurezh.

Diwar disoc'hoù ar studiadenn-se e tivizas an 10vet CGPM e 1954 e vije ret deverañ ur reizhiad etrebroadel eus c'hwec'h unanenn diazez da bourchas evit muzuliañ ar gwrezverk hag ar skinadur luc'hel ouzhpenn ar c'hementadoù mekanikel hag elektromagnetek. Metr, kilogramm, eilenn, amper, an derez Kelvin (adanvet diwezhatoc'h ar c'helvin), hag ar c'handela e voe ar c'hwec'h unanenn diazez erbedet. E 1960 e voe anvet ar reizhiad-se reizhiad unanennoù etrebroadel, berraet en SI diwar ar galleg Le Système International d'Unités, gant an 11vet CGPM. Ouzhpennet e voe ar seizhvet unanenn ziazez, ar mol, e 1970 gant ar 14vet CGPM.

Hiziv an deiz ez eo ar reizhiad etrebroadel pe ret pe aotreet dre ar bed a-bezh. Meret e vez gant an aozadur anvet Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (Bureau International des Poids et Mesures)[2].

Unanennoù

kemmañ

Seizh unanenn diazez zo er Reizhiad unanennoù etrebroadel, a dalvez da vuzuliañ mentennoù fizikel dizalc'h an eil re diouzh ar re all ; un arouez arbennik zo da bep hini anezho.

Mentenn Arouez
ar ventenn
Arouez ar vent Unanenn SI Arouez
an unanenn
Hirder l, x, r… L metr m
Tolz m M kilogramm kg
Amzer t T eilenn s
Kreñvder an tredan I, i I Amper A
Gwrezverk T Θ Kelvin K
Kementad a zanvez n N mol mol
Kreñvder ar gouloù Iv J candela cd

Diwar an unanennoù-se ez eus bet termenet unanennoù deveret, evel hini ar ventenn anvet "tizh", a vuzulier e metradoù dre eilenn (m/s). Un anv arbennik zo da lod eus an unanennoù deveret-se, evel an Newton : 1 N = 1 m·kg·s−2.

Gallout a reer stagañ ur rakger ouzh an unanenn evit sevel ul lieskementad pe ur ranngementad eus an unanenn orin. Da skouer : kilo- a liesa dre vil ha mili- a liesa dre ur vilvedenn, dre se ez eus mil milimetr en ur metr ha mil metr en ur c'hilometr. Ne vez ket staget morse ouzhpenn ur rakger : ur vilionvedenn eus ur c'hilogramm zo ur miligramm ha n'eo ket ur mikrokilogramm.

Doare skrivañ ar reizhiad etrebroadel

kemmañ
  • Skrivet e vez arouezioù an unanennoù gant lizherennoù bihan, nemet e teufe an unanennoù diwar anv un den. Da skouer eo bet anvet an unanenn wask diwar Blaise Pascal, setu e vez skrivet he simbol "Pa" tra ma vez skrivet an unanenn hec'h-unan "pascal". An nemedenn nemeti eo al litr a veze skrivet e simbol "l" er penn kentañ, met arvarus eo peogwir eo heñvel a-walc'h ouzh ar sifr "1". Gant an National Institute of Standards and Technology (NIST) e voe erbedet ober gant "L" kentoc'h, a pezh a vez graet ingal bremañ en SUA, Kanada hag Aostralia, hag a zo bet degemeret e-giz eil arouez gant ar CGPM. E lod lec'hioù e reer gant al lizherenn-red ℓ, e Japan peurgetket – evit gouzout hiroc'h, gwelet Litr.
  • Skrivet e vez an arouezioù hep merk yezhadurel ebet. Ne vez ket merket al liester da skouer, dreist holl pa ouzer ez eo disheñvel merk al liester hervez ar yezhoù. E brezhoneg, ne vo ket merket ar c'hemmadurioù : skrivet e vo "1 kg" ha "2 kg" ha n'eo ket "1 c'hg" ha "2 gg".
  • Ne vez ket lakaet merk ar berradur (.) goude an arouez ; ur pik a c'hell en em gavout goude an arouez pa vez e dibenn ur frazenn.
  • Gwelloc'h eo skrivañ an arouezioù gant lizherennoù roman sonn (m evit metr, L evit litr) evit o diforc'hañ diouzh al lizherennoù stouet a implijer implijet evit an argemmennoù matematikel (m evit mas/tolz, l evit hirder).
  • Un esaouenn a rankfe bezañ lakaet etre an niver hag an arouez, da skouer "2,21 kg", "7,3×102 m2", "22 °C", nemet gant an arouezioù evit derezioù, munutennoù hag eilennoù ar c'hornioù (°, ′ ha ″), a vez lakaet diouzhtu goude an niver hep tamm esaouenn ebet.
  • Ret e vefe ober gant esaouennoù evit dispartiañ ar strolloù tri sifr e-barzh skritur degel an niveroù, da skouer 1 000 000 pe 342 142 (ha n'eo ket gant skejoù pe bikoù evel e reizhiadoù all, da skouer 1,000,000 pe 1.000.000).
  • Embannet e voe gant 10vet erbed ar CGPM bet dalc'het e 2003 e c'heller ober gant ar skej pe gant ar pik e-giz merker dekredel ; evit gwir e vez graet gant ar pik e saozneg (da skouer 3.14) ha gant ar skej er pep brasañ eus yezhoù all Europa (da skouer : π = 3,14).
  • Evit an unanennoù deveret a c'hoarvez eus liesad meur a unanenn e vez liammet an arouezioù gant un esaouenn pe gant ur pik kreiz (·), evel se e c'heller lakaat kemm etre ms- 1 (milieilenn mac'her - 1, pe c'hoazh kiloHertz/kHz, evit un talm) hag m s- 1 pe m·s- 1 (metr dre eilenn, evit un tizh) da skouer.
  • Evit an unanennoù deveret a c'hoarvez eus rannad div unanenn e vez liammet an arouezioù gant ur varrenn a-veskell (/) pe neuze e vez graet gant ur mac'her leiel : da skouer e c'heller skrivañ "metr dre eilenn" "m/s", "m s-1" pe "m·s-1" ; arabat eo ober gant ar varrenn a-veskell pa zeu an disoc'h da vezañ amster : da skouer ez eo gwelloc'h kg·m−1·s−2 eget kg/m/s2.

Kenwerzh

kemmañ

Da heul ur mennad digant Unaniezh Europa ez eo forbannet ar merkoù n'emaint ket e-barzh an SI abaoe an 31 a viz Kerzu 2009 war an holl vadoù enporzhiet en Unaniezh. Talvezout a ra evit an holl verkoù war ar c'henderc'hadoù, paperioù hag urzhioù diabarzh, pakadur, bruderezh hag all.

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Holloueziadur Quid, Robert Laffont, 2006, p. 326a (ISBN 978-2-2211-0448-4)
  2. (fr) Bureau international des poids et mesures