Implijet e vez an deiziadur Bahá'í gant ar Feiz vBahá'í. Un deiziadur heoliek eo gant bloavezioù a 365 devezh ha bloavezhioù bizeost a 366 devezh. 19 miz a 19 devezh a ya d'ober ar bloavezhioù. Dastumet e vez an devezhioù a chom e pevar pe pemp "devezh etre". Deraouiñ a ra ar bloavezhioù e kedez an nevezamzer ha kontet e vez adalek ar 21 a viz Meurzh 1844, deroù ar Marevezh Bahá'í.

Krouet e voe an deiziadur Bahá'í gant ar Bab. Bahá'u'lláh a wiriekaas anezhañ ha lakaat a reas an Naw-Rúz, pe Kedez an nevezamzer, da zeiz kentañ ar bloaz. Daoust ma c'hell ar gedez c'hoarvezout d'an 20, 21 pe 22 a viz Meurzh e tisklêrias Shoghi Effendi e chomfe liammet an deiziadur Bahá'í ouzh an deiziadur gregorian hag e teraoufe ar bloavezh d'an 20 a viz Meurzh.

Mizioù

kemmañ

19 miz a ya d'ober an deiziadur Bahá'í. Ar Yun Naontek Devezh a vez graete-pad miz Alá’. War-lerc'h e vez lakaet ar pevar pe pemp deiz etre, Ayyám-i-Há o anv.

Anvioù arabek Arabeg Troidigezh Deizioù
Bahá بهاء Splannder 21 a viz meurzh - 19 a viz ebrel
Jalál جلال Brud 9 a viz ebrel - 27 a viz ebrel
Jamál جمال Kened 28 a viz ebrel - 16 a viz mae
‘Aẓamat عظمة Meurded 17 a viz mae - 4 a viz even
Núr نور Gouloù 5 a viz even - 23 a viz even
Raḥmat رحمة Trugarez 24 a viz even - 12 a viz even
Kalimát كلمات Gerioù 13 a viz gouere - 31 a viz gouere
Kamál كمال Peurvadelezh 1 a vz eost - 19 a viz eost
Asmá’ اسماء Anvioù 20 a viz eost - 7 a viz eost
‘Izzat عزة Galloud 8 a viz gwengolo - 26 a viz gwengolo
Mashíyyat مشية Youl 27 a viz gwengolo - 15 a viz gwengolo
‘Ilm علم Anaoudegezh 16 a viz here - 3 a viz du
Qudrat قدرة Beli 4 a viz du - 22 a viz du
Qawl قول Komz 23 a viz du - 11 a viz du
Masá’il مسائل Goulennadeg 12 a viz kerzu - 30 a viz kerzu
Sharaf شرف Enor 31 a viz kerzu - 18 a viz genver
Sulṭán سلطان Aotrouniezh 19 a viz genver - 6 a viz c'hwevrer
Mulk ملك Damani 7 a viz c'hwervrer - 25 a viz c'hwevrer
Ayyám-i-Há ايام الهاء Deizioù Hâ 26 a viz c'hwevrer - 1 a viz meurzh
‘Alá’ علاء Uhelded 2 a viz meurzh - 20 a viz meurzh (miz yun)

Deizioù Santel

kemmañ

Bez' ez eus 11 deiz santel en deiziadur Bahá'í. Gouel Ridván, a bad 12 devezh, a zo an hini santelañ hag anvet e vez alies ar "Gouel Meurañ"

Anv Amzeriadoù Dilabour
Naw-Rúz (Bloaz nevez) 21 a viz meurzh Ya
Deiz kentañ Riḍván : رضوان) 21 a viz ebrel Ya
Navet deiz Riḍván 29 a viz ebrel Ya
Daouzekvet deiz Riḍván 2 a viz mae Ya
Disklêriadur ar Báb 23 a viz mae Ya
Pignidigezh Bahá'u'lláh 29 a viz mae Ya
Merzherinti ar Báb 9 a viz gouere Ya
Ganedigezh ar Báb 20 a viz Here Ya
Ganedigezh Bahá'u'lláh 12 a viz du Ya
Devez ar c'hevread 29 a viz du Ket
Pignidigezh `Abdu'l-Bahá 28 a viz Du Ket

Devezhioù ar sizhun

kemmañ
Anv arabek Skritur arabek Troidigezh Deiz
Jalál جلال Brud Sadorn
Jamál جمال Kaerded Sul
Kamál كمال Peurvadelezh Lun
Fiḍál فضال Gras Meurzh
‘Idál عدال Justis Merc'her
Istijlál استجلال Meurdez Yaou
Istiqlál استقلال Frankiz Gwener

Notennoù ha daveennoù

kemmañ