Denim
An denim zo un danvez kotoñs implijet evit ar bragoù jeans, da skouer.
Dont a rafe ar ger Denim eus ar gerioù gallek "Serge de Nîmes" (gwiad eus kêr Nimes, e kreisteiz Bro-C'hall), war a lavarer. N'emañ ket an displegadenn-se diouzh grad an holl avat hag ur c'hemmesk gloan ha seiz e oa « danvez Nimes » gwechall.
Gant koton eo graet an « denim » bremañ. Graet e oa bet da gentañ e Stadoù Unanet Amerika, en XIXvet kantved. Hiziv e vez graet denim e meur a lec'h dre ar bed : er Stadoù Unanet hag ivez e Sina, Turkia, India, Brazil...