Deoirinis
Deoirinis (Dorinish e saozneg) zo un enezenn didud er bae anvet Cuan Mó e kontelezh Maigh Eo, e kornôg Iwerzhon. Lesanvet eo "Beatle Island", er vro, dre ma voe prenet gant John Lennon e 1967.
Div enezenn zo e gwirionez, unan vras hag unan vihan, hag a vez stag d’an izelvor war-bouez un erv : Deoirinis Mór ha Deoirinis Beag. Gwechall e oa tud o vevañ e Deoirinis ha dont a rae bigi a-ziwar-dro da gargañ mein-lastr eno. Hervez niveradeg 1891 oa pemzek den o vevañ e Deoirinis ; e 1901 avat ne oa mui den ebet.
E 1967 e voe prenet an enezenn didud gant John Lennon. E 1970 e voe pedet Sid Rawle, "roue an Hippied", gant Lennon, da zont d’an enezenn ha da vevañ eno gant hippied all. E 1972 avat e voe dilezet Deoirinis ganto, da-heul un tangwall. Goude marv Lennon e voe gwerzhet an enezenn gant e wreg, Yoko Ono, a roas arc’hant ar werzh d’un aozadur emzivaded. Bremañ n’eus mui nemet evned-mor ha deñved e Deoirinis.
Liammoù diavaez
kemmañ- Information on Dorinish (e saozneg)