Departamant an Adda (1805)

Adda a oa un departamant gall e Rouantelezh Italia, krouet gant Napoleon Iañ, impalaer ar C'hallaoued e 1804, ha Roue Italia adal 1805. Anvet e oa diwar ar stêr Adda, ha Sondrio a oa ar pennlec'h anezhañ.

Klotañ a rae gant ar Valteline ha kontelezhioù Chiavenna ha Bormio.

Un departamant « Adda » a oa bet krouet d'an 9 a viz Gouhere 1797 er Republik Sizalpin, ha dezhañ daou bennlec'h, Lodi ha Crema, a bep eil bep daou vloaz.

D'ar 5 a viz Du 1797 e voe krouet an departamant « Adda-et-Oglio », dezhañ Morbegno da bennlec'h, evit reiñ bod d'ar Valtelina ha da gontelezhioù Chiavenna ha Bormio, tennet digant ar Grisons d'an 19 a viz Mezheven 1797 ha staget ouzh ar Republik Sizalpin d'an 22 a viz Here goude. D'an 3 a viz Kerzu 1797 e voe kaset ar pennlec'h da Sondrio.

D'ar 1añ a viz Gwengolo 1798 e voe kaset Adda da get pa voe adaozet an departamantoù. Daou vloaz goude, e 1800, e voe diskaret an Adda-et-Oglio pa voe adkrouet ar Republik Sizalpin, deuet da vout goude ar Republik italian.

Pennad kar

kemmañ