Depeche Mode a zo ur strollad sonerezh elektronek hag elektropop a orin eus Basildon (Essex, Rouantelezh-Unanet). Savet eo bet gant Vince Clarke hag Andrew Fletcher e 1977, ur wech m'o o doa echu gant al lise. An daou anezho a ouie seniñ kenaozer. E 1978 e voe degemeret ur mignon all anvet Martin L.Gore, hag eñ a ouie seniñ gitar ha kenaozer, ha kanañ ivez. Ne oa kaner ebet setu ma aozjont ur seurt kenstrivadeg (casting) a-benn kaout unan. Evel-se e kavjont Dave Gahan. An triad ne soñje ket e penn kentañ e vefe Dave ar pennmouezh. Goude un nebeudig a amzer e zeas kuit Vince Clarke e 1982 evit sevel un daouad a ber amzer lesanvet "Yazoo" gant un den e anv gantañ, Alison Moyet. Padout a reas An daouad ur bloaz ha neuze goude-se e grouas Vince Clarke, ar strollad "Erasure" e lec'h emañ Vince Clarke ar pennsonaozour abaoe 1985. Da laret eo e manke d'ar strollad D-M ur sintetizeur. Met kavout ar reas ar skipailh an den a gwelaas doare ha brud ar strollad, emañ e anv Alan Wilder. Ar paotr-ze a oa barek war krouadur arzel ar sonnerezh. Mestroniañ a ra an tamboulinoù hag ar sintetizeur. Chom a reas betek 1995 e lec'h ma zeas goude da adkemer e amzer gozh a sonner e-unan war an anv eus "Recoil". Ar strollad a vod 3 ezel ennañ abaoe 1995. Da lavaret eo Martin L. Gore gant ar gitar, ar sintetizeur hag a kemer pezh a-wechoù en ur kanañ gant Dave Gahan, kaner ar strollad. Hep disoñjal Andrew Fletcher gant ar sintetizeur. Sikouret eo ar strollad ur wech an amzer gant un dambouliner yaouank a orin Aostrian anvet Christian Eigner abaoe mon kuit Alan Wilder. Christian Eigner a oa bet ebarziet abaoe unann eus sonnadek D-M en Aostria.

Depeche Mode e Barcelona, 11 a viz C'hwevrer 2006

Krouidigezh ar strollad

kemmañ

Kregiñ a ra istor Depeche mode e kêr Basildon (Essex) e Bro Saoz en ur Lise e-pad ar bloavez 1977. An daoù lisead-ze, Vince Clarke ha Andrew Fletcher o doa ur baregezh vad war ar sintetizeur. Ar sonerezh-se a vefe dreist-holl krouet gant sintetizeurioù muiñ ur vouezh hag ur gitar pe tamboulinoù. Neuze ur wech echu al lise e pleustrenn hag e grouenn tonnioù sikouret ur bloaz war-lerc'h gant ur vignon a lise gant an anv a Martin L.Gore. Emañ ouie ober gitar, kanañ ha ober sintetizeur met dreist-holl e tapas plas ar skrivangner/sonaozour. Padal ezhomm a oa ur vouhez neuze amañ ez eo bet kavet ar c'haner Dave Gahan e-pad ur chasting er bloavez 1980. Setu amañ e grogas da vat ar vuhez strollad en ur sonadeg kentañ e-lec'h ma eo bet kavet anv ar strollad buan ha buan. Da lavaret eo e oa Dave Gahan er pellgomz gant an aozour un nebeud munutennoù a-raok ar sonadeg, en ur sellet war un daol dirak Dave e oa ur gelaouenn gallek, he anv "Depeche-mode". Abaoe e vez anvet ar strollad Depeche-mode hag lesanvet D-M . Met dereoù ar strollad a oa diez gant an doare elektro-pop hag a oa ganet en ur mare e lec'h ma rene ar rock pe ar punk e pep lec'h. D-M a zo ur strollad rall a "new wave" Saoz hag a zo deuet a-benn da treuzbevañ d'an dekvloazhiad mañ e bro saoz (80-90). Ar strollad a kasas o sonnerezh d'an tiezh embann hag a gave e oa re a sintetiseur ebarz ar son. Ne chomas ket pell ar strollad da gotoz un ti embann sonnerezh, pa klevas Daniel Miller sonnerezh "Depeche Mode" ur wech en ur c'hlub Londoniad. Henez hag a laboure evit ar "Mute Records" a roas ul labell d'ar strollad ha neuze digant-ze e krogas ar bed da glevet son ar strollad yaouank-se. Ur gwir berzh a reas ar strollad e Amerika er bloavezhioù 1983-1984 gant e single "people are people". Met ar strollad ne chomas ket stabil e-pad ar mare-se rak mont a reas kuit Vince Clarke evit krouiñ un daouad a berr amzer anvet "Yazoo", ha "Erasure", hag e deuas den, Alan Wilder, un den a gwelaas doare sonerezh ar strollad d'eus ar poent arzel .

Un doare sonerezh nevez e-kerzh ar bloavezhioù 1980

kemmañ

Depeche Mode a dennas gounid eus an doare sonerezh nevez a oant gouest da ober gant kenaozerien. Ganto e voe krouet neuze an doare sonerzeh anvet elektropop, ur sonerezh gwall zisheñvel diouzh ar pezh a veze graet gant strolladoù ar mare-se. Ar strollad a oa en he bog dreist-holl goude e album "violator" er bloavezh 1990 e lec'h ma anavezaz rest ar bed ar sonnerezh-mañ. D-M en oa roant digas d'ar selaouerien dreist-lieseurt doare sonnerezh, en ur kenmeskañ tonioù stagus hag komzoù simpl met tenerus, dre ur sonnerezh elektronek met a ten eus ar rock. Martin Gore en oa ket c'hoant e vefe kemeret ar strollad evel ur strollad Sintetizeur met a digasfe e meizadenn divoutin eus ar gitar, diazezet war rifsoù simpl hag sonioù labouret kalz. Neuze e lec'h ma sone ar Punk e bro soaz eo deuet a benn depeche mode da vevañ e-pad an dekvloazhiad e bloavezhioù 80. Hag e-pad o pop a oa duoc'h duañ, ar berzh a brasae. Ar religion hag ar sex a deuas temmoù karantez-dreist krouadur Martin L Gore hag a vez gwellet en albomoù evel "Some Great reward" (1984) ha "Black celebration" (1986). Met diskouez a ra ivez e vez karet gant ar strollad D-M ar strolladoù industriel Alamaneg evel "Kraftwerk" gant o doare ispisial da c'hoari. Evit kendrec'hiñ bro saoz eus ar son nevez-ze e oa ret gortoz ar bloavezh 1985 gant an albom "Black Celebration" hag dre un dro a lak azeul ar strollad e norzh Amerika. Gwelloc'h, en ur remixañ ar sonnerezh e oa tu lakaat un ton da vezañ diheñvel a da kavout ur bern a selaouerienn all. Setu labourat a raent gant meur a aozerien / produer evit reiñ d'ar selaouer ur spes frommell brasoc'h deus o tiloù hag meur a adsked eus ar sonioù. Ar strollad a diskuilie ar gapitalouriez, bez o deus un tostadur sokial ha poblek. Benn ar fin a oa sinet o c'hontradoù dre stard-dorn dre o brud hag dre o brud labourer.

Kudennoù er strollad

kemmañ

Memes ma oa Depeche Mode ur strollad hag a rae berzh hag a oa anavezet mat, e savas kudennoù er bloavezhioù 1990. Goude berzh bras ar strollad gant e albom "Violator" (1990) e oa renket uhel ar strollad eus a re silaouetañ dreist-holl e Amerika hag en R-U. neuze poaniusoc'h e oa e diskenn e 1993 pa zeuas er-maez an albom "Songs of Faith and Devotion". Padal lec'hiet e oa an albom e plas kentañ ar gwerzhioù met ne oa ket ken plijet d'an Amerikaned eget d'ar Europeaned. Diwar-ze goude un droiad hag a padas ur bloavezh e stalias stennadurioù etre ar strollad rak an disoc'hoù ne oant ket re brav. Da lavaret eo, e krogas ar strollad da kemer dramm hag alkol met evit gwasat an traoù, e reas Fletcher un diwaskadenn ha neuze elec'hiet eo bet e-pad un nebeud deiziadoù e-pad an droiad. Evit echuiñ gant ar droiad e soñjas ar strollad e oa echu ganto. Diwar-ze e deuas da vezañ Gahan tost un dealer gant Gore e digenvez hag Fletcher o eseañ gwelaat an traoù en ur adunvaniñ er skipailh. Setu an taol a eruas e 1995, Alan Wilder a zeas kuit deus ar skipailh diwar an arguzenn ne oa ket kemeret e labour en e dalvoudegez just. Ha mont a reas da kendec'hell e raktres e-unann, anvet Recoil, el lec'h e c'hellas ober ar pezh en oa c'hoant. Met pa zeas kuit Alan Wilder e zeas kuit ivez ur piler a krouadur pouezus eus ar strollad. Ar memes bloavezh e reas Dave Gahan ur arnodenn-emlac'hañ ha neuze kaset ar paotr en hospital. Ur wech pareet e adkavas an daoù ezel a chome evit krouiñ un albom anvet "Ultra". Faloc'h an traoù e-pad krouadur an albom, e reas Dave Gahan un overdos a dramm a neuze rediet eo bet dezhañ ober ur pareañs a digontammañ (cure de dézintoxication).

Adc'hanedigezh D-M

kemmañ

Goude ar bloavezhioù du (eus 1990 da 1995) ez eas gwelloc'h ar skipailh hag e adkemeras kalon. Neuze sevel a reont albomoù evel "Exiter" e 2001. Padal klevet vez n'eo ket ken nerzus an titloù nevez ganto e-keñver eget er bloavezhioù 80 met chom a ra D-M ur strollad silaouet kalz hag e berzh zo c'hoas amañ gant e titloù nevez. Evit cheñch aer, eo dispartiet ar skipailh e 2003 da labourat o-unann deus o zu. Pep hini a krouas e albom hep disoñjal o strollad. Goude-ze e miz genver 2005 eo en adunvanet ar skipailh, ur menozh gante, krouiñ an albom "Playing the angel". Ar strollad n'o deus ket cheñchet o zoare a orin o tonioù kentañ gant ar sinte a doare kozh hag o doare ispisial da c'hoari gitar met dreist-holl gant mouezh Dave Gahan a chom yaouank. Diwar-ze e reas ar strollad an droiad brasañ eus o vicher gant 123 sonadeg e 33 bro disheñl. An degouez-ze a zo ral met diskouez a ra eo bev mad D-M hag eo prest da digoll ar selaouerien. A-benn fin an droiad, e reas ar strollad 1008 sonadeg abaoe e ganedigezh. A n'eo ket echu rak o labourat eo ar skipailh abaoe ar 5 ar miz mae 2008 war e albom nevez anvet "Hourglass" hag a vo echu a-benn an 20 ebrel 2009. Diwar-se e vo graet un droiad anvet "Tour of the universe 2009" hag a grogo en Israel.

Pladennaoueg

kemmañ

(gant deiziad an embannadur orin)

  • Speak and Spell - 5 a viz Here 1981
  • A Broken Frame - 27 a viz Gwengolo 1982
  • Construction Time Again - 22 a viz Eost1983
  • Some Great Reward - 24 a viz Gwengolo 1984
  • The Singles 81-85 - embannadur eus pladenn 1987
  • Black Celebration - 17 a viz Meurzh 1986
  • Music for the Masses - 28 a viz Gwengolo 1987
  • 101 (sonadeg) - 13 a viz Meurzh 1989
  • Violator - 19 a viz Meurzh 1990
  • Songs of Faith and Devotion - 22 a viz Meurzh 1993
  • Songs of Faith and Devotion Live (sonadeg) - 6 a viz Kerzu 1993
  • Ultra - 14 ebrel 1997
  • The Singles 81-85 - 19 a viz Here 1998
  • The Singles 86-98 - 28 a viz Gwengolo 1998
  • Exciter - 14 a viz Mae 2001
  • The Remixes 81-04 - 25 a viz Here 2004
  • Playing The Angel - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 17 a viz Here 2005
  • Pladenn da zont - 20 a viz Ebrel 2009

Adembannadurioù

kemmañ
  • Ultra - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 21 a viz Mae 2007
  • Black Celebration - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 26 a viz Meurzh 2007
  • Exciter - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 21 a viz Mae 2007
  • Construction Time Again - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 26 a viz Meurzh 2007
  • Speak and Spell - Embannadur Deluxea dreist-son CD hiron + DVD - 3 a viz Ebrel 2006
  • Music For The Masses - Edition Deluxe Super Audio CD Hybride + DVD - 3 a viz Ebrel 2006
  • Violator - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 3 a viz Ebrel 2006
  • A Broken Frame - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 2 a viz Here 2006
  • Songs of Faith and Devotion - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 2 a viz Here 2006
  • Some Great Reward - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 2 a viz Here 2006
  • The Best Of Volume 1 - 13 a viz Du 2006
  • Ultra - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 19 a viz Meurzh 2007
  • Black Celebration - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 19 a viz Meurzh 2007
  • Construction Time Again - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 19 a viz Meurzh 2007
  • Exciter - Embannadur Deluxe a dreist-son CD hiron + DVD - 19 a viz Meurzh 2007
  • The Best Of Volume 1 Deluxe Vinyl - 12 a viz C'hwevrer 2007
  • Some Great Reward Remastered - Deluxe Vinyl - 5 a viz Meurzh 2007
  • Songs Of Faith And Devotion Remastered - Deluxe Vinyl - 5 a viz Meurzh 2007
  • Speak and Spell Remastered - Deluxe Vinyl - 5 a viz Meurzh 2007
  • Violator Remastered - Deluxe Vinyl - 5 a viz Meurzh 2007
  • Music For The Masses Remastered - Deluxe Vinyl - 5 a viz Meurzh 2007
  • Exciter Remastered - Deluxe Vinyl - 2 a viz Ebrel 2007
  • Black Celebration Remastered - Deluxe Vinyl - 2 a viz Ebrel 2007
  • Construction Time Again Remastered - Deluxe Vinyl - 2 a viz Ebrel 2007
  • A Broken Frame Remastered - Deluxe Vinyl - 2 a viz Ebrel 2007
  • Ultra Remastered - Deluxe Vinyl - 2 a viz Ebrel 2007

Albom-gwazoniezh For The Masses - A Tribute To Depeche Mode - 4 eost 1998 Goth Electro Tribute to Depeche Mode - 4 here 2005