Der Bärenhäuter zo ur gontadenn alamanek, niverenn 101 e dastumad kontadennoù Grimm.

Skeudenn gant Otto Ubbelohde, 1909
Skeudenn gant Otto Ubbelohde, 1909

En doare sikilian, Don Giovanni de la Fortuna, zo bet dastumet gant Laura Gonzenbach er Sicilianische Märchen, hag an droidigezh saoznek anezhañ a gaver e dastumad Andrew Lang anvet The Pink Fairy Book.

Un doare italianek zo ivez gant Italo Calvino.

Ar gontadenn

kemmañ

Ur soudard a zistro d'ar gêr goude ar brezel. Marvet eo e dud, ha ne fell ket d'e vreudeur e zegemer. Erruout a ra un den hag a ginnig reiñ madoù bras dezhañ gant ma ne droc'ho ket e vlev, ne grenno ket e ivinoù, n'en em walc'ho ket, ne bedo ket, ha ma wisko ur porpant a vo roet dezhañ. A-benn seizh vloaz, ma chom bev, e vo pinvidik ha dieub. Ma varv e vo d'an diaoul. Mat eo an emglev d'ar soudard.