Der Teufel und seine Großmutter
Der Teufel und seine Großmutter (An diaoul hag e vamm-gozh) zo ur gontadenn alamanek gant ar vreudeur Grimm, niverenn 125 e kontadennoù Grimm. E renkadur Aarne-Thompson eo klenket en niverenn 812.
Lakaet eo bet e saozneg gant Andrew Lang hag embannet en The Yellow Fairy Book. Un doare saoznek all zo e-barzh A Book of Dragons gant Ruth Manning-Sanders.
Ar gontadenn
kemmañTri soudard, treut o gopr, a dec'h eus an arme, hag a ya da guzhat en ur parkad ed. Siwazh, chom a ra an arme hep fiñval. Petra ober ? chom er park da vervel gant an naon pe mont da c'houlenn boued ha bezañ fuzuilhet?
Un aerouant a dremen en oabl, a ginnig o saveteiñ gant ma labourint evitañ e-pad seizh vloaz. Graet ar marc'had. Kaset int war-nij gant an aerouant, an diaoul e gwirionez. Ha hennezh ha reiñ ur skourjez dezho, da c'hounit arc'hant ganti, emezañ, met a-benn seizh vloaz e vijent dezhañ nemet respont a c'halljent d'un divinadell.