Dialogo delle lingue
Dialogo delle lingue zo un arnodskrid gant Sperone Speroni en 1542, e stumm kendivizoù diwar-benn kudenn ar yezhoù en Italia hag en Europa.
Istor
kemmañGant Dante Alighieri e voe boulc'het ar breud diwar-benn ar yezhoù en e levr De vulgari eloquentia. Ezhomm a oa da c'houzout pehini e oa ar yezh da implij er varzhoniezh hag er gomz-plaen e lez an dug ha war ar pemdez.
E skrid Sperone Speroni avat ez eus kaoz eus ar yezh da implij er skol-veur, dreist-holl da « filozofañ », hag enebiñ a ra an oberour yezh ar bobl hag ar yezhoù a ouiziegezh.
Gant ar skrivagner gall Joachim Du Bellay e voe adkemeret arroudoù eus oberenn Speroni, en e levr Défense et illustration de la langue française savet en 1549.