Diana degli Andalò
Diana degli Andalò (pe di Andalò) a oa ul leanez dominikan italian, ganet e 1201, ha marvet e 1236, e kêr Bologna.
Krouet he deus ul leandi gouestlet da Santez Agnes e Bologna e 1223. Ganet eo bet e 1201. Aet eo da Anaon d'an 10 a viz Mezheven 1236. Lakaet eo bet war roll an dud wenvidik e 1888 pe e 1891 hervez ar mammennoù gant ar Pab Leon XIII. Lidet e vez he gouel pe d'an 9 pe d'an 10 a viz Mezheven hervez al lec'hioù.
En em staliañ a reas ar Vreudeur prezegerien e Bologna e 1218. E 1219 e voe roet dezho iliz San Nicolò delle Vigne a-drugarez d'ar c'hardinal Ugolino ha daoust da enebiezh Loderingo degli Andalò, breur Diana ha perc'henn an douaroù.
Levezonet gant he rener speredel an dominikan Reginaldo da Bologna e tilezas Diana he buhez mondian evit krouiñ ur gouent. Anavezout ha doujañ a rae Domingo de Guzmán. Goulenn a reas e sikour e 1221. Daoust da ziaesterioù a-berzh he familh e krouas d'an 13 a viz Mae 1223 kouent dominikan Santez Agnes e Bologna gant harp Jordan von Sachsen peurgetket. Keneiled tost e teujont da vezañ.
Priolez ar gouent e chomas betek he marv d'an 10 a viz Mezheven 1236.
Daou zeiziad a gaver evit hec'h enskrivadur war roll an dud wenvidik gant ar Pab Leon XIII pe d'an 8 a viz Eost 1888 pe d'ar 24 a viz Kerzu 1891 asambles gant he c'heneilezed Cecilia Caesarini hag Amata.