Jordan von Sachsen
Jordan von Sachsen (anvet ivez Iordanus de Saxonia, Jordanus Saxo, Gordanus, Girodanus, Jordanus de Alamania pe Jordanus Teutonicus) oa un dominikan alaman. Ganet e oa war-dro 1190 e Burgsberg e-kichen Dassel (Saks-Izel). Aet eo da Anaon goude peñse ar vag edo warni war aodoù Siria d'an 12 a viz C'hwevrer 1237. Mestr Urzh ar Brezegerien eo bet etre 1222 hag e varv.
Bet eo bet graet den gwenvidik e 1825 gant ar Pab Leon XII. Lidet e vez e ouel d'an 13 a viz C'hwevrer.
Ganet eo bet war-dro 1190 e Burgsberg e Saks e familh konted Eberstein. Stusiañ a reas an deologiezh e Skol-veur Pariz. Eno e kejas gant Domingo de Guzmán e 1219.
Eil diagon ha bachelour war an deologiezh e voe e 1219. Levezonet gant Réginald d'Orléans e wisk abid an dominikaned e kouent Sant-Jakez deiz Merc'her al Ludu e 1220. Mont a reas gant tri breur all da gentañ chabistr meur an urzh bodet e Bologna daou viz goude. Ur wech distro e kelennas ar Skritur Sakr e Pariz betek ma voe anvet priol Proviñs Lombardia gant Sant Dominig.
Un nebeud mizioù war-lerc'h e voe dilennet mestr an urzh goude marv Sant Dominig. E-pad e amzeriad e voe krouet pevar Proviñs nevez ha 240 kouent evit breudeur pe leanezed. Labourat a reas kalz war reolennoù an urzh ivez.
Skrivet en deus al Libellus de principiis Ordinis Praedicatorum, un danevell eus buhez Domingo de Guzmán hag eus deroù an urzh.
Bras e voe e levezon speredel, bras e levezon bolitikel ivez ( krediñ a reas gourdrouz an impalaer Frederik II. Mignon e oa gant Diana degli Andaló hag eskemm a rejont kalz lizhiri.
E 1236 e yeas da weladenniñ tiez an urzh en Douar Santel. War hent a distro e reas peñse ar vag a zegase anezhañ d'an 13 a viz C'hwevrer 1237 er-maez da aodoù Siria. Adkavet e voe e gorf ha Beziet e voe e kouent Akr (bremañ Akko war dachenn stad Israel).
En e raok Domingo de Guzmán |
Mistri Urzh ar Brezegerien | War e lerc'h Raymond de Peñafort |