Raymond de Peñafort

Raymond de Peñafort (e katalaneg: Ramon de Penyafort),zo bet ganet e Vilafranca del Penedès e-kichen Barselona etre 1175 ha 1180. Aet eo da Anaon d'an 7 a viz Genver 1275. Ezel oa eus urzh ar vreudeur prezegerien.

Summa de Casibus Poenitentiae, 1280-90 circa, Biblioteca Medicea Laurenziana, Florence

Brudet eo evit bezañ bodet a renket diwar c'houlenn ar Pab Gregor IX lezennoù ha dekredoù niverus an Iliz.

Al lezennaoueg iliz kentañ eo o vezañ bet embannet ent-ofisiel gant ur Pab e 1234. Anavezet eo didan an anv a Decretales Gregorii.

Dilennet ee voe mestr urzh an dominikaned e 1238. Embann a reas reolennoù an urzh a dalvezas betek 1924.

Reiñ a reas e zilez e 1240. Embann dornlevr kentañ an Inkizision e 1242.

Laket eo bet war roll Sent an Iliz Katolik e 1601 gant ar Pab Klemañs VIII. Lidet e vez d'a 7 a viz Genver.

En e raok 
Jordan von Sachsen 1222-1237
Mistri Urzh ar Brezegerien War e lerc'h
Johannes von Wildeshausen 1238-1240