Benvegad troazhañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : [[skeudenn:Urinary system.svg|thumb|350px|'''Ar benvegad troazhañ''' <br> 1 benvegad troazhañ an den ; 2 lounezh ; 3 lestr al lounezh ; 4 san-droazh ; 5 c'hwezigell ; 6 kan-troazh <...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[skeudenn:Urinary system.svg|thumb|350px|'''Ar benvegad troazhañ''' <br> 1 benvegad troazhañ an den ; 2 lounezh ; 3 lestr al lounezh ; 4 san-droazh ; 5 c'hwezigell ; 6 kan-troazh <br>7 gwagrenn us-lounezh</br>8 talmerenn ha gwazhienn al lounezh ; 9 gwazhienn gav izelañ ; 10 aortenn gof ; 11 talmerenn ha gwazhienn glun boutin <br>12 avu ; 13 bouzellenn dev ; 14 lestr]]
 
Ar '''benvegad troazhañ''' eo ar [[benvegad]] a brodu, a stok hag a skarzh an [[troazh]] hag a servij, dre-se, da buraat ar [[gwad]]. Servijout a ra ivez d'an organeg da derc'hel stabil e gementad a dour, [[holen]]où, [[fosfat]] ha [[kalkiom]]. En [[den]] emañ er benvegad troazhañ an [[organ]]où da heul : div [[lounezh]], div [[san-droazh]], ar [[c'hwezigell]], ar [[kan-troazh|c'han-troazh]] ha div [[kigenn|gigenn]].
 
==Al lounezhi==
Al lounezh, stumm ur [[fav]]enn dezhi, zo war-dro 150g a bouez enni ha 12cm he hirder. Ar gwad a erru enni dre dalmerenn al lounezh ha silet e vez gant an [[nefron]]où. Ar gwad puraet a ya kuit dre wazhienn al lounezh hag an troazh, dilerc'hioù ennañ, dre ar san-droazh betek ar c'hwezigell. Skarzhet eo an troazh diouzh ar c'hwezigell dre ar c'han-troazh hag a c'hell, a-drugarez da gigennoù, kontrolliñ red an dourenn eztaolet diouzh ar c'horf.
 
[[rummad:Korfadurezh]]