Gouerouz
Dreist! Bremañ ma c'hallez ober evel-hen ouzhpenn e traoñ pep pajennad: en:Nadine Gordimer, evit ober ul liamm gant ar bajennad saoznek (en:...) , ma vo aesoc'h d'unan bennak all mont da gerc'hat ar skeudennoù (pe listenn anoberoù) er bajenn saoznek . Netra ken 'met evit aesaat al labour! Hini ar re all, pe da hini, ma fell dit degas al luc'hskeudennoù-se da-unan. A galon. Bianchi-Bihan 23 Meu 2009 da 15:28 (UTC)
Degemer mat er Wikipedia brezhonek ! Un tamm brav a bennadoù ac'h eus savet hiziv. Tamm-ha-tamm e teski, evel an holl ac'hanomp, penaos ober gwelloc'h. Goulennoù ac'h eus savet war bajenn "kaozeal" ar rummad Skrivagnerien hervez o bro (Kaozeadenn Rummad:Skrivagnerien hervez o bro) : nevez war wikipedia, ne welan ket penaos : 1) adrenkañ listennad ar skrivagnerien dre o bro (ul lodenn vat anezho zo el lizherenn S evit Skrivagnerien ha n'eo ket dindan lizherenn ar vro) 2) ouzhpennañ broioù evel Hungaria, Kanada, Zeland Nevez... Unan bk a c'hellfe ober se pe zisplegañ din penaos ober ?
- Setu amañ ar pezh a c'hallan respont dit
- goulenn 1) : emaon o vont da renkañ un nebeud. Na'z po nemet sellet ouzh ar pezh am eus graet ha kompren a ri penaos ober.
- goulenn 2) : ret eo krouiñ ar rummadoù Skrivagnerien Hungaria ha kement zo ezhomm. Sell ouzh skouer Imre Kertész : dav eo menegiñ ar rummad er pennad, ha goude se krouiñ ar rummad-se, en ur glikañ war an anv, evel ma'm eus graet
- 3) Mat e vefe dit sinañ pa skrivez un dra evel-se, evit ma ouife an dud all gant piv eo savet ar goulenn. Evit se n'eus nemet klikañ war ar bouton "ho sinadur gant an deiziad" zo e-touez boutonioù ar varrenn c'hlas e krec'h ar bajenn pa vezez o skrivañ un dra bennak (an dekvet bouton eo, "B" eo an hini kentañ war an tu kleiz). A galon, --Llydawr 23 Meu 2009 da 17:27 (UTC)
- Savet eo ar rummad Rummad:Prizioù lennegel gall, ma fell ditlakaat e-barzh adarre. Bianchi-Bihan 24 Meu 2009 da 10:08 (UTC)
- dreist ! trugarez--Gouerouz 24 Meu 2009 da 10:25 (UTC)
- Savet eo ar rummad Rummad:Prizioù lennegel gall, ma fell ditlakaat e-barzh adarre. Bianchi-Bihan 24 Meu 2009 da 10:08 (UTC)
Lakaet em eus liammoù gant ar yezhoù all. Mat e vije dit mont di da welout pe skeudennoù a blijfe dit tapout enne da lakaat ez pennad. Ma'z pez poan e vi sikouret. Bianchi-Bihan 25 Meu 2009 da 22:04 (UTC)
Liammoù etrewiki
kemmañPa saver ur pennad e ranker, seul wezh ma c'heller, ouzhpennañ ul liamm etrewiki a gas davet ar pennad a glotae war ar wikipedia en ur yezh all d'an nebeutañ (da c'houde e ray ar robotoù war-dro sevel al liammoù etrewiki davet ar yezhoù all) gant ar pennad e brezhoneg, da skouer e traoñ ar bajenn [[en:Kenzaburō Ōe]]. A galon, Neal (Kaozeal) 26 Meu 2009 da 10:33 (UTC)
kudenn skrap
kemmañmerzet 'm eus ur gudenn pa n'eus ket tu da sevel ul liamm en ur pennad war-zu pennad Loeiz XV. War a seblant e teufe eus stumm ar skrap er ger C'hall en titl. Mard eo kat ub da ziskoulmañ se...--Gouerouz 26 Meu 2009 da 18:53 (UTC)
- Ma n'eo ket renket an afer c'hoazh, lavar din (em fajenn) pelec'h ( e pe bennad) emañ an dalc'h .
- mat eo, renket eo ! --Gouerouz 29 Meu 2009 da 17:23 (UTC)
- Konstanza eo an anv e geriadur Roparz Hemon. Hag Arle, eo an anv boaz dre amañ, evel en Huon Arle. Bianchi-Bihan 29 Meu 2009 da 17:09 (UTC)
- Gwelloc'h ober adkasoù a-wechoù, gant krennvrezhonek, evel gant brezhonek ha nouspet yezh all: talvoudusoc'h eo , ha diskuizhusoc'h e vo d'an holl goude. A galon. Bianchi-Bihan 8 Ebr 2009 da 10:28 (UTC)
- Konstanza eo an anv e geriadur Roparz Hemon. Hag Arle, eo an anv boaz dre amañ, evel en Huon Arle. Bianchi-Bihan 29 Meu 2009 da 17:09 (UTC)
- mat eo, renket eo ! --Gouerouz 29 Meu 2009 da 17:23 (UTC)
- Se eo?
- n'eo ket. se eo
- Hervez am boa lennet e oa ret labourat gant photoshop pe un dra seurt-se. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2009 da 13:23 (UTC)
- n'eo ket. se eo
- Salud. Lakaet em eus [[1]] ur skeudenn vrezhonekaet gant ar gerioù kinniget ganez ;) . --Matilin 20 Ebr 2009 da 20:05 (UTC)
- Gourc'hemennoù. Brav eo ar c'henlabour frouezhus. Diwall da gaout labour digant tud all! Bianchi-Bihan 20 Ebr 2009 da 21:41 (UTC)
- Salud. Lakaet em eus [[1]] ur skeudenn vrezhonekaet gant ar gerioù kinniget ganez ;) . --Matilin 20 Ebr 2009 da 20:05 (UTC)
Rouaned Bro-C'hall
kemmañLotar, roue Frankia ar C'hornog n'hall ket bezañ roue Bro-C'hall ma ne oa ket eus Bro-C'hall c'hoazh. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2009 da 13:23 (UTC)
- ya, resisadurioù vo ret lakaat. Lakaet m eus se dre ma faote din lakaat ar voestad en e raok, war e lerc'h evit ar rouaned-se. En gwirionez n'eo nemet adalek Fulup Aogust ma zo kaoz eus roue bro-c'hall, araozañ e oant rouaned ar Franked (diouzh pezh m eus komprenet... !).--Gouerouz 11 Ebr 2009 da 13:28 (UTC)
Proviñsoù Turkia
kemmañDemat. Kenkoulz 'vefe marteze lakaat diouzhtu al liammoù etrewiki... A galon. Klaod. Kadbzh 30 Mae 2009 da 16:15 (UTC)
"Ar fazan Kolc'his"
kemmañPerak "ar"? Bianchi-Bihan 8 Mez 2009 da 05:52 (UTC)
- ur fazi, sed aze tout ! gall' rez diverkañ an ar --Gouerouz 8 Mez 2009 da 05:54 (UTC)
Kinnig
kemmañKinnig a ran dit lakaat ar pennad pint (evn) da vezañ pintig, an anv implijet ar muiañ, ha diverkañ neuze an anv didalvoud. Ur pennadig bihanik pint zo hag a gaso da bintig. A galon. Bianchi-Bihan 11 Mez 2009 da 08:05 (UTC)
- ma karez, kudenn ebet evidon. pezh a gont eo adkavout ar pennad pa vez skrivet 'pint'.--Gouerouz 11 Mez 2009 da 08:09 (UTC)
Anvioù
kemmañSalud dit ! Ha gourc'hemennoù evit da labour. Daou c'houlenn : 1) perak e skrivez Adren-Europa, Drask-Naumann gant ur varrennig-stagañ, hag Aligator Sina, Kaiman Schneider hep barrennig ? Me a skrivfe anezho holl heñvel, hep barrennig. 2) Gavial an Indez ac'h eus skrivet. Ha ne vefe ket gwelloc'h Gavial Indez hep ger-mell, evel e-barzh Meurvor Indez ? A galon, --Llydawr 9 Gou 2009 da 10:25 (UTC)
- Salud ha trugarez, sed amañ : 1) n'em eus tamm ali ebet war afer ar varrennig-stagañ. Skrivañ a ran ar gerioù 'vel ma welan anezhe skrivet e geriadur mañ geriadur. Mat eo din skrivañ anezhe hep barrennig-stagañ adal bremañ. Ne brometan ket e tifaziin an holl savet a-raok 'vat ! Pe tamm-ha-tamm ...
2) Gavial an Indez a vez lakaet e... euh... Termbret ma 'm eus soñj mat. Lakaet e vo Gavial Indez neuze, kudenn ebet. A galon,--Gouerouz 9 Gou 2009 da 15:37 (UTC)
- N'on ket troet da zifenn an aotrou Termbret re alies, met en dro-mañ ne savin ket a-enep dezhañ: "les Indes", Indies, a zo an Indez din-me. An Indez a welan e GIB. Din-me eo Meurvor an Indez ivez. Monet d'an Indez, a skriv Gregor. N'in ket da vallozhiñ na da villigañ den evit kel loù-se met abeg a-walc'h a zo da zegemer an daou stumm evit plijout d'an holl (ha bezañ fur ha foll). Bianchi-Bihan 9 Gou 2009 da 17:44 (UTC)
- Re wir eo e kaver monet d'an Indez e geriadur Gregor Rostren e-kichen koad Indez ivez. Ha yar-Indez (dinde), kilhog-Indez (dindon) pe kistin-Indez (marrons) er geriadur-se ivez. Ken ne ouzon ket ken... Prest on da zegemer an daou ivez. --Llydawr 9 Gou 2009 da 19:29 (UTC)
- N'on ket troet da zifenn an aotrou Termbret re alies, met en dro-mañ ne savin ket a-enep dezhañ: "les Indes", Indies, a zo an Indez din-me. An Indez a welan e GIB. Din-me eo Meurvor an Indez ivez. Monet d'an Indez, a skriv Gregor. N'in ket da vallozhiñ na da villigañ den evit kel loù-se met abeg a-walc'h a zo da zegemer an daou stumm evit plijout d'an holl (ha bezañ fur ha foll). Bianchi-Bihan 9 Gou 2009 da 17:44 (UTC)
Kinnig all
kemmañKavet em eus un daolenn hag a glot gant da labour ha ne vije ket fall brezhonekaat un deiz. Meur a stumm zo dezhi . A galon. Bianchi-Bihan 25 Mez 2009 da 00:16 (UTC)
- mat-tre. gwir eo e vank udb evel-se evit sklaeraat ar pennadoù genad, kevrennad... Pe vo brezhonekaet ar skeudenn gant unan kat d'ober pe e klaskin sevel unan. trugarez dit.--Gouerouz 25 Mez 2009 da 05:02 (UTC)
Ali
kemmañPedet out da reiñ un ali db un toullad kudennoù savet nevez zo:
- [[2]]
Hag amañ:
- [[3]]
Rummata
kemmañSalud! Moaien vefe dit rummata ar bajennoù Xerinae, Sciurinae, Callosciurinae hag Arvicolinae a zo bet savet ganit? Aon m'eus lakaat ur rummad fall dezho setu perak e c'houlennan dit en ober, ur mailh out war an dañvez war a seblant. Trugarez vras!--Gwendal 4 Eos 2009 da 15:19 (UTC)
- mat eo, graet eo --Gouerouz 4 Eos 2009 da 15:59 (UTC)
Trugarez evit da evezhiadenn en Davarn, reizhet eo ar gudenn neuze. --Y-M D 6 Eos 2009 da 20:33 (UTC)
- Ar saozneg (pe ur yezh all) a chom evit gallout kenderc'hel gant an droidigezh. Ar pezh a dennez ne vo ket troet, anat. Gallout a rez kuzhat ma n'eo ket bet graet. A galon. 82.64.32.99 16 Eos 2009 da 07:45 (UTC)
- ha neuze e chom war-wel evel-se e-pad bloavezhioù... d'an hini a zibab treiñ pennadoù da ziwall ha kuzhat an destenn er yezh all.--Gouerouz 16 Eos 2009 da 08:09 (UTC)
Brezel
kemmañSalud dit. Marteze e c'halli reiñ da ali :[[4]]. Trugarekaat.--Ex-Smith 29 Eos 2009 da 10:11 (UTC)
Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)
kemmañSavet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:05 (UTC)
Salud! N'ouzon ket penaos aozañ ar bajenn Bucanetes e-keñver ar rummadoù hag an etrewiki dreist-holl, marteze e c'hallfes teurel ur sell ma kerez. A galon.--Gwendal 10 Gwe 2009 da 19:15 (UTC)
Anvioù
kemmañSalud dit ! Ha gourc'hemennoù evit da bennadoù. E-kichen an anvioù resis, diouzh an anv skiantel, e kavan mat ivez kavout pajennadoù evit anvioù implijet gant an holl, hep na vefent resis, evel ma'z peus graet gant houad (evn), pe alarc'h. Hag alese e vezer adkaset war-du pennadoù resisoc'h. Ma'z pefe amzer e vefe brav kaout ivez pajennoù evit karv (e-kichen karv ruz. ha re all) pe evit brennig (evit ar poent e kaver brennig plat, brennig don...). A galon, --Llydawr 26 Her 2009 da 17:32 (UTC)
- Mat-kenañ ! --Llydawr 28 Her 2009 da 22:57 (UTC)
Kinnigoù all, pa gari : rae (rae zu, rae rous), bigorn (bigorn du, bigorn togn), bual (bual Afrika...). A galon, --Llydawr 3 Du 2009 da 17:50 (UTC)
- balum, peroked, kragvouc'h
- Dispar ! Ar bualed a blij din ;-) --Llydawr 4 Kzu 2009 da 16:32 (UTC)
- balum, peroked, kragvouc'h
Kêrioù Turkia
kemmañDemat. Graet un daolenn ganin, s.o. İzmit. A galon. Klaod Kadbzh 12 Kzu 2009 da 19:49 (UTC)
- Marteze e vefe tu sevel ur patrom adalek an daolenn a peus graet ? Ne vefe ket aesoc'h deoc'h evit e adimplij goude-se ? A galon --Y-M D 12 Kzu 2009 da 19:52 (UTC)
- mat-kaer an daolenn, trugarez. Mod all, ne gomprenan na bu na ba 'barzh istor ar patromoù, n'on ket evit respont dit eta, Y-M ! A galon ganeoc'h.--Gouerouz 12 Kzu 2009 da 20:06 (UTC)
- Emaon o vont da welet ma c'hellan sevel unan. Dindan peseurt anv e vefe mat ? Patrom:... --Y-M D 12 Kzu 2009 da 20:14 (UTC)
- euh... patrom:Kêr Turkia ? --Gouerouz 12 Kzu 2009 da 20:16 (UTC)
- Ne gomprenan seurt erbet 'ba' patromoù ken hir... A galon. Klaod. Kadbzh 12 Kzu 2009 da 20:23 (UTC)
- euh... patrom:Kêr Turkia ? --Gouerouz 12 Kzu 2009 da 20:16 (UTC)
- Emaon o vont da welet ma c'hellan sevel unan. Dindan peseurt anv e vefe mat ? Patrom:... --Y-M D 12 Kzu 2009 da 20:14 (UTC)
- mat-kaer an daolenn, trugarez. Mod all, ne gomprenan na bu na ba 'barzh istor ar patromoù, n'on ket evit respont dit eta, Y-M ! A galon ganeoc'h.--Gouerouz 12 Kzu 2009 da 20:06 (UTC)
Setu bet savet ganin Patrom:Kêr Turkia ha lakaet em eus anezhañ e pleutr war İzmit a-benn keñveriañ. Lavarit din ar pezh a soñjoc'h ha petra a vefe mat gwellaat pe c'heñch. Ober a rin ar pezh a c'hellin dre ma n'on ket arbennik war ar patromoù kenebeut. A galon --Y-M D 12 Kzu 2009 da 21:04 (UTC)
Posubl eo cheñch al livioù ma 'vez ezhomm, kemeret em eus evel diazez ar Patrom:taolenn kumun.--Y-M D 12 Kzu 2009 da 21:05 (UTC)
- Brav ken-ken. Evit ar boblañs, "hep kontoù doubl" a vez implijet gant an EBSSA gall, d'am soñj n'eus ket afer amañ. A galon. Klaod Kadbzh 12 Kzu 2009 da 21:19 (UTC)
Graet em eus un nebeut kempennoù. Displeget 'm eus pep tra war va fajenn kaozeal. --Y-M D 13 Kzu 2009 da 11:05 (UTC)
Setu bet lakaet ul liv all. N'ouzon ket ma 'vo gwelloc'h. A galon --Y-M D 13 Kzu 2009 da 11:17 (UTC)
Gwelet 'm eus e peus graet war-dro. N'ouzon ket ma 'peus c'hoant lakaat e ruz an titl ? --Y-M D 13 Kzu 2009 da 11:36 (UTC)
D'am soñj n'eus ket ezhomm. Graet 'm eus un nebeut kemmigoù evit gwellaat ar patrom. Klok eo bremañ d'am soñj. N'eus nemet implij anezhañ. --Y-M D 13 Kzu 2009 da 11:43 (UTC)
- N'on ket nec'het gant se, met pa fell da lod ober gant Kuba,Kalifornia, Kuba, Pariz, Perou, (e-lec'h ar stummoù ofisiel), ne welan ket perak ne vije ket Stamboul ivez, ma klot gant distagadur ar brezhoneg. Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2010 da 08:21 (UTC)
- Adkas , ha menegoù er pennad. Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2010 da 08:40 (UTC)
Kavet
kemmañUn evnoniour
kemmañen:Marmaduke Tunstall , bet ganet e Burton Constable .Kadbzh 3 Meu 2010 da 17:59 (UTC) Kadbzh 3 Meu 2010 da 18:00 (UTC)
Merhaba
kemmañİyi günler! Nasılsınız? Ben Neal. Türkçe biliyor musunuz? Ben biraz türkce biliyorum, ama türkçem çok iyi değil. Hoşça kalın. Neal (Kaozeal) 20 Meu 2010 da 18:38 (UTC)
- Memnun oldum ! Siz nasılsınız ? Evet türkçe biraz biliyorum, okuyup konuşabilirim ama pek iyi değil be ! öğrenmeye devam etmek için Türkiyeye tekrar gitmem gerek. Ne yazık... he he ! --Gouerouz 20 Meu 2010 da 19:16 (UTC)
- Opala! Ha te ur mailh war al oloened ivez war a welan... Bet on o klask deskiñ un tamm turkeg abaoe div sizhun a-raok mont di da vakañsiñ e-benn ur sizhuin evit gallout kaozeal un tammig. Ar wezhoù all omp aet da C'hres evit gallout plesutriñ war ma gresianeg (un tamm mat gwelloc'h evit ma zurkeg, memestra!) met aet eo un tammig skuizh ma familh ha ni da disteriñ da Istanbul goude hon gweladenn gentañ 13 vloaz 'zo. Nag a gemmoù a vo gwelet, sur!
- Marteze e vije bet tu da vont da lodenn Kiprenez aloubet gant Turkia ha neuze e vije bet tu din da vont ouzh an dud e gresianeg bewezh ma ne deufe ket brav a-walc'h an turkeg ganin, met ne gav ket din e vije aes-tre degouezhout eno avamañ...
- Ur goulennig a rin neuze, kement hag ober. Pa selaouan ouzh ma c'hentelioù turkeg e klevan splann "Taksim Meydanı'nda", met ne gomprenan ket re vat eus pelec'h e teu an "n"-se a-raok al lostger "-dV2".
- A-hendall 'on o lenn ul levr hag a gav din e kavfes dedennus-tre: "The Turkish Language Reform: A Catastrophic Success" e anv, gant Geoffrey Lewis. Nag ul levr fentus anezhañ, me 'lâr dit - ha me da c'hoarzhin a-hed ar wezh, dresit-holl pa gomz eus "Güneş Dil Teorisi". Gallout a reer terel ur sell warnañ war google books mar fell dit kaout un tañvadenn (gra klik amañ).
- A galon, Neal (Kaozeal) 21 Meu 2010 da 11:17 (UTC)
(The) Sex Pistols
kemmañSalud dit. Gwelet em eus ez poa kemmet (The) Sex Pistols er pennad Listennad ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet hervez Rolling Stone. Er pennad saoznek e kaver Sex Pistols hep The ([5]), gant un adkas. Heñvel evit a sell ouzh o fladennoù, hag ouzh lec'hienn internet ar strollad. Ken vi lennet. --Ex-Smith 5 Ebr 2010 da 20:08 (UTC)
- Hopala, ya, ar wirionez zo ganit. --Ex-Smith 6 Ebr 2010 da 16:41 (UTC)
Salud dit. Souezhet on bet o welet ez peus graet gant ar ger bondrask evit Pernis apivorus. Lavaret e vez e teufe ar ger gallek bondrée eus ar brezhoneg "bondrask", diwar e liv marteze (kar d'un drask), met me 'gav din ne dalv ar ger brezhonek "bondrask" nemet evit an Turdus viscivorus. P. Herbert n'en doa kinniget nemet "skilvaou wesped" evit hol labous.--Trec'hlid mitonet 10 Mae 2010 da 20:36 (UTC)
- Krouet ganin Rummad:houidi. Laosket e vo an houidi er rummad :evned ivez, pe dilec'hiet? Dit da welout. Bianchi-Bihan 17 Gou 2010 da 08:22 (UTC)
Ur blijadur
kemmañUr gwir blijadur eo gwelout ac'haout er vro adarre. Ne oa ket aet war-raok pennadoù al loened hepdout kement-se . Trugarez, a galon --Y-M D (kaozeal) 26 Ebr 2011 da 21:59 (UTC)
Ata gwelet 'm eus ez eus bet savet ganit un toullad pennadoù diazez en devezhioù-mañ, ha war un danvez na vez ket pledet ganti alies. Gourc'hemennoù. A galon --Y-M D (kaozeal) 23 Mez 2011 da 20:32 (UTC)
Eskern
kemmañMat-tre eo ar pennadoù a savez diwar-benn ar c'horfadurezh hag an eskern ! Ha ne vefe ket gwelloc'h lakaat "Eskern an arzorn" da ditl d'ar pennad anvet Askorn an arzorn, evel ma reer en alamaneg da skouer (de:Handwurzelknochen, el liester) ? A galon, --Llydawr 28 Mez 2011 da 10:34 (UTC)
- Peogwir emaomp en un holloueziadur, n'hallfemp ket gouzout eus pe levrioù e teu ar gerioù? Bianchi-Bihan 28 Mez 2011 da 10:51 (UTC)
- O paouez kavout un dave: Penn-kil-ha-troad, gant Georges Boulestreau, emb. TES 2002. Met gant piv eo bet troet? Gant gerioù deuet eus pelec'h? Bianchi-Bihan 28 Mez 2011 da 10:53 (UTC)
- evit an titl eskern an arzorn pe askorn an arzorn e oan etre daou just a-walc'h. Ingal eo din, eskern... a vo lakaet neuze, gant un adkas diouzh egile.
- O paouez kavout un dave: Penn-kil-ha-troad, gant Georges Boulestreau, emb. TES 2002. Met gant piv eo bet troet? Gant gerioù deuet eus pelec'h? Bianchi-Bihan 28 Mez 2011 da 10:53 (UTC)
evit an daveoù, d'an hini en deus c'hoant da lakaat e peseurt levr vez kavet ger-mañ-ger d'ober, me ne rin ket 'at. kavout a ran se ponner ha ne gav ket din e vez seurt redi er yezhoù all. Hag evit al levr penn-kil-ha-troad, n'eo ket din da vont davet TES evit gouzout gant piv eo bet troet.--Gouerouz 28 Mez 2011 da 11:03 (UTC)
- N'afen ket da c'houl merkaén udb n'eo ket embannet war al levr. Gallout rafed lakaat e traoñ pep pennad
Pennad kar
kemmañ- Penn-kil-ha-troad, gant Georges Boulestreau, emb. TES 2002.
Ha mat an traoù. Bianchi-Bihan 28 Mez 2011 da 11:30 (UTC)
Rummad
kemmañSalud dit ! Taol ur sell ouzh ca:Categoria:Laos hag ouzh an:Categoría:Laos. N'ouzon ket petra e vo da soñj, met kavout a ran aesoc'h kavout pennadoù er Wikipedia katalanek eget en hini aragonek. Ha koulskoude ez eus kalz muioc'h a bennadoù, hag a rummadoù e katalaneg eget en aragoneg. Gant ar skouerioù-se e weler n'eus netra da c'hounit o krouiñ rummadoù re resis ha gant nebeut a bennadoù enno. Er Wikipedia-où gallek ha saoznek e tispleger n'eo ket mat krouiñ rummadoù ha n'eus ket kalz a bennadoù enno, rak graet eo ar rummadoù evit bodañ pennadoù hag evit kavout pennadoù all : "Avoid categories that will not have more than a few members". Sklaer eo ne vo kavet pennad all ebet en ur rummad keit ha n'eus nemet ur pennad ennañ. Neuze e vo didalvoud a-walc'h ar rummad, ha degas kemmoù evel hemañ (pennad Lenn Van) ne zegasont netra evidon. Ne ray nemet diaesaat ar c'hlask. Kement-se evit lavarout e vefe bet kenkoulz, da'm soñj, lakaat lod eus ar pennadoù krouet ganit nevez zo e rummadoù ledanoc'h (Rummad:Istor Laos, Rummad:Kêrioù Bhoutan, Rummad:Kêrioù Kirgizstan, da skouer). Ma ! Kement-se lavaret - ha n'eo nemet ma ali -, gourc'hemennoù dit evit da labour ! A galon, --Llydawr 11 Gou 2011 da 11:07 (UTC)
Traig
kemmañUn draig, pa welan, a-raok ankouaat : tu bennak 'feus skrivet evidon-me 'on a-du . Sede pezh a sonjan. Ne vez ket implijet on goude me, nemet er stumm-nac'h: evidon-me n'on ket a-du... Er stumm-kadarnaat: evit me zo a-du, pe evidon-me zo a-du. Ur sac'had skouerioù a c'hallin kas dit mar kerez. A galon. Bianchi-Bihan 14 Gou 2011 da 16:52 (UTC)
- Ur skouer vihan da enoriñ ar c'hatorezh chuilhet: Evidon-me a zo skuizh a-walc’h o c’hortoz, Kleñved ar medalennoù, pajenn 62. Bianchi-Bihan 14 Gou 2011 da 17:15 (UTC)
Butun dezhi!
kemmañErruet dre zegouezh en ur pod er gêr... Un digarez da sevel ur pennad? A galon. Kadbzh 18 Gou 2011 da 09:44 (UTC)
- Ok ... àr skorn. Kadbzh 18 Gou 2011 da 17:14 (UTC)
Risweer
kemmañSalud dit. Rizweer kentoc'h diouzh geriadur Favereau... A galon --Kadwalan 19 Gou 2011 da 17:37 (UTC)
- ha risweer hervez an ofis. Me n'in ket da difenn dibaboù an ofis... na doare skrivañ Frañsez. Ma 'teus c'hoant da ouzhpennañ ar stumm rizweer, gra. A galon,--Gouerouz 19 Gou 2011 da 19:14 (UTC)
Da'm soñj e ve gwell rizweer abalamour d'an distagadur z. N'ouzon ket eus pelec'h an diaoul e teu ar ger-se avat--Kadwalan 22 Gou 2011 da 20:28 (UTC)
- Salud dit. Trec'hid mitoned en deus degaset daveoù diwar-benn reizhskrivadur an anv-se er pennad ha war ma fajenn kaozeadenn. E oan o klask goût bremañ hag eñ ne vefe ket gwell kendeuziñ risweer gant Mimidae. Skrivet em eus ar rag hag ar perag er bajenn kaozeal. A galon--Kadwalan 16 Eos 2011 da 14:45 (UTC)
Trugarez evit da respont. --Kadwalan 17 Eos 2011 da 12:51 (UTC)
Ha bremañ
kemmañGouerouz, prezidant ! ;-). Pennadoù dedennus emaout o sevel. --Kadwalan 31 Gou 2011 da 16:30 (UTC)
Ya udb digomprenus zo er pennad, ouzhpenn ma ne weler ket perak e tremener eus an amzer dremenet d'an hini a-vremañ. Bianchi-Bihan 4 Eos 2011 da 17:23 (UTC). Renket d'am soñj. Taol ur sell mar kerez. Bianchi-Bihan 4 Eos 2011 da 17:28 (UTC)
Yingluck Shinawatra: d'am meno n'eo ket un den "den a afer", met un "den a aferioù", ma vez degemeret an droienn e brezhoneg. Din-meo eo un den a arc'hant, kentoc'h. Bianchi-Bihan 14 Eos 2011 da 09:38 (UTC)
- Anjela Duval “Kig pe Vara” : "Disfiziit eus an dud a afer rak welloc'h eo an douar eget ar paper". Skouerioù all zo. Klask a rin gan aferioù --Kadwalan 16 Eos 2011 da 02:41 (UTC)
Afer a c'hall bezañ , gant AD, un afer er justis, ha n'eo ket "aferioù", arc'hant. Kozh eo afer e brezhoneg, nevesoc'h an aferioù. Bianchi-Bihan 16 Eos 2011 da 05:39 (UTC)
- A-walc'h eo mont da lenn ar varzhoneg evit gouzout deus petra zo kaoz. N'em eus kavet dave ebet gant "den a aferioù" war-bouez "den aferioù" en ul levr srkivet gant ar c'hanadian skosat gant geriaouegoù en holl yezhoù keltiek. N'eo ket ur vammenn a c'haller fiziañ enni, anat ! --Kadwalan 16 Eos 2011 da 14:02 (UTC)
E brezhoneg e vez lavaret: klask afer, hag ober aferioù. Er yezh pemdez e virer al liester evit ar ster "arc'hant", diwar skouer ar galleg moarvat. Evel just e vo kavet un tamm skouer amañ hag ahont gant an unander ivez. A-hend-all, an dud "a afer"-se zo marteze dija er rummad:embregerien , tud a arc'hant ivez, ha ma vez graet gantañ n'eus kudenn ebet ken. Bianchi-Bihan 17 Eos 2011 da 13:42 (UTC)
Jorge
kemmañN'eo ket a bouez bras, met peurvuiañ e vez lakaet an anvioù hervez urzh al lizherenneg (evit an anvioù-tiegezh). Alies avat e vez graet ivez hervez urzh ar bloavezh ganedigezh, pa vez merket evit an holl. An daou zoare a vez implijet er wikioù all, diouzh ar pennadoù. Bianchi-Bihan 27 Eos 2011 da 05:09 (UTC)
salud dit. Eus pelec'h e teu an anv-se? Ne welan netra e pajenn an Ofis. Trugarez--Kadwalan 21 Gwe 2011 da 13:17 (UTC)
- koulskoude emañ e Termbret.--Gouerouz 21 Gwe 2011 da 15:22 (UTC)
- Ya, ne gomprenan ket. Skrivet em eus gant un u koukoug moarvat ! Trugarez--Kadwalan 21 Gwe 2011 da 17:26 (UTC)
Salud dit ! Re vuan em boa kemmet ar rummad... Ra vin digarezet :-( A galon, --Llydawr (kaozeal) 27 Meu 2012 da 16:18 (UTC)
Div enezenn zo en anv-se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Ebr 2012 da 16:45 (UTC)
- Lakaet em eus: Enez São Vicente (Kab Glas). Ma kavez abeg, lar din. Meur a ziskoulm zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Ebr 2012 da 16:54 (UTC)
- Portugal, Portugalad. A galon. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2012 da 11:08 (UTC)
Ur vaot
kemmañDemat. Marteze e vo kavet un implij d'ar foto-mañ... A galon. Kadbzh (kaozeal) 18 Mez 2012 da 18:21 (UTC)
Salud dit Gouerouz ki-labour, Ur goulennig a savan ganit peogwir n'on ket gwall a-du ganit diwar da zifaziadenn ziwezhañ e-keñver reolennoù ar c'hemmadurioù gant gerioù evel bronneg/ed. Evidon, e lavarer, "bronneg, ur bronneg bras", "bronneged, ar vronneged vihan" dre ma z'eo anvioù gourel liester loened. N'eo ket mod-se 'ta evidout? Splujer (kaozeal) 2 Gou 2012 da 09:06 (UTC)
- Mat eo din bremañ gant an displegadenn. Splujer (kaozeal) 2 Gou 2012 da 12:54 (UTC)
gwad
kemmañSalud deoc'h, un tamm kempenn ha klokaat em eus graet er bajennad gwad. Dalc'het em eus ar gerioù ho peus implijet kent met unan a sav goulenn ennon : ar reizhiad hangaeañ ? petra eo orin ar ger-mañ ? Ha ne vefe ket gwelloc'h immunizel? --Lomigbad (kaozeal) 29 Eos 2014 da 14:11 (UTC)