Lomigbad
Salud, Lomigbad, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Lomigbad. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
Klas
kemmañKinnig a ran ar pennad-se d'an holl gelennerien (lise Diwan pe re all): [1] . Bianchi-Bihan 24 Kzu 2009 da 02:40 (UTC)
Un droidigezh skiantel
kemmañBloavezh mat,
Emaon o skrivañ ur pennad diwar-benn Per Pondaven, ur biologour breizhat marv 2 vloaz 'zo e oa. Un dezenn en deus savet hag evel-just e oa an tem liammet gant ar biologiezh. Me n'ouzon ket penaos treiñ titl e dezenn e brezhoneg. Marteze e vefes-te gouest d'en ober, gant ar geriaoueg skiantel a zere. Setu ar frazenn : Il est titulaire d'une thèse consacrée au rôle des protéines-phosphatases dans le contrôle de la transition G2/M chez l'ovocyte d'étoile de mer. Trugarez dit. --Y-M D 2 Gen 2010 da 15:25 (UTC)
Bakteri
kemmañSalud dit. Brezhonekaet em eus ar skeudenn Skeudenn:Average prokaryote cell- en.svg a oa er pennad bakteri. Setu amañ an disoc'h : Skeudenn:Average prokaryote cell- br.svg. Graet em eus gant Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù, ha gant ar gerioù a oa er pennad.
Mar fell dit degas kemmoù er skeudenn e c'helli goulenn ganin ober, pe ober an dra-se da-unan : pellgargañ ar skeudenn-se ha cheñch ar pezh a gari gant ar meziant Inkscape da skouer (a c'heller pellgargañ evit netra). --Yun (kaozeal) 1 Meu 2010 da 16:41 (UTC)
Reizhadennoù Raktres Lise Diwan
kemmañGwelet 'm eus e poa reizhet un toullad pennadoù c'hoazh. N'ouzon ket avat peseurt re 'zo bet reizhet (ganit pe gant ar re all), setu em eus ur c'hinnig d'ober. Savet 'm eus ar pennad (Implijer:Lise Diwan/Pennadoù) e lec'h ma 'vefe mat renabliñ ar pennadoù bet reizhet. Mod-se e vefe aesoc'h gwelet ar pezh a chom c'hoazh. Petra eo da soñj ? --Y-M D (kaozeal) 21 Ebr 2010 da 14:04 (UTC)
- Lennet 'm eus : "Ma n'eo ket bet degaset ur bochad a draoù". Kentoc'h, a gredan: "ma n'eus ket bet degaset ur bochad traoù". A galon. Bianchi-Bihan 28 Ebr 2010 da 14:00 (UTC)
Reizhadennoù ?
kemmañSalud dit,
C'hoant am befe gouzout ma 'z eo echu ganit gant ar reizhadennoù peogwir e vefe mat klozañ ar raktres deiz pe zeiz. A galon --Y-M D (kaozeal) 22 Her 2010 da 05:37 (UTC)
Pennadoù
kemmañSalud dit. Emaon o paouez teuler ur sell ouzh ar pennadoù savet gant al liesidi. Interesant ha mat int peurliesañ. Da'm soñj e ve mat reiñ lañs d'ar raktres-mañ en-dro ar bloaz a zeu ha marteze goulenn gant klasoù uheloc'h sevel pennadoù a seurt-se e framm o labour-skol. Ledan a-walc'h eo an dachenn ! Ret e vo evel-just pouezañ war o brezhoneg ha war sklaerder an displegadennoù. E oan o kas gouzout ha ne vefe ket poent lakaat ar patrom {{teuliad}} e-lec'h ar patrom Lise Diwan kuit da veskañ ar pennadoù-se gant re ar bloaz a zeu? A galon--Kadwalan 22 Gou 2011 da 19:01 (UTC)