Inkscape zo ur meziant krouiñ pe gemmañ skeudennoù sturiadel. Digoust eo, ha digor eo e vammenn dindan aotre GPL. Galloudus eo Inkscape, pa'z eo kenglotus gant skouerioù XML, SVG ha CSS ar W3C.
Ur poellad lies-savenn eo, a c'heller implijout dre Microsoft Windows, Mac OS X (dindan X11), Linux ha FreeBSD.

Inkscape
"Logo Inkscape
"Inkscape e katalaneg
Inkscape e katalaneg

Rummad Embanner SVG
Kentel
nevesañ
0.92.3
11/03/2018
Diorroadur Oberiant
Statud
kenwerzhel
Digoust
Mammenn-digor
Kodoù C++ gant gtkmm
Python (astennoù)
Savenn IA-32 ha x64
RK FreeBSD
Linux
macOS
Windows
Ment 93,3 MB
Yezhoù 66 yezh

Internet inkscape.org
Treset gant Inkscape
Brudañ Inkscape 0.44

Dre Inkscape e c'heller tresañ stummoù divventek pe deirmentek, a c'heller leuniañ gant livioù pe steuñvennoù, dinaouet pe get ; gant an dreuzwelusted e c'heller c'hoari ivez. Tu zo da enporzhiañ tresadennoù pe luc'hskeudennoù ha labourat warno evit krouiñ stummoù nevez a c'heller treuzfurmiñ dre o dilec'hiañ, o zreiñ, kemmañ o skeul pe o stumm.

E 2003 e krogas diorroadur Inkscape, war diazez ur [[forc'h (stlenneg)[forc'h]] eus ar raktres Sodipodi, hag a zo ur forc'h eus Gill, ur poellad savet gant Raph Levien evit GNOME.

Inkscape zo tremenet eus ar yezh programmiñ C (yezh programmiñ) d'ar C++ ha da ereoù C++ al levraoueg grafek GTK+ (Gtkmm). Kemmoù zo bet ivez e live an etrefas implijer ha arc'hwelloù nevez zo bet lakaet (oberiant-tre eo an diorroadur).

Goude disklêriadur Xara e vefe digoret kod ar poellad tresañ sturiadel Xara Xtreme, c'hoant da genlabourat zo savet etre an daou skipailh. An daou veziant a eskemm neuze o c'hod hag a gendeuz o strivoù evit tizhout live ar poelladoù kenwerzhel.

Arc'hweladurioù

kemmañ

Krouiñ traezoù

kemmañ
Tresañ
  • Tresañ linennoù gant an dorn
  • Tresañ kromennoù Bézier (poent-ha-poent pe gant an dorn) ha regennoù eeunennoù
  • Tresañ linennoù kalligrafiezh gant ur bluenn, dre un dablezenn c'hrafek (meret eo kognoù ha gwask ar bluenn) pe get
Lunioù

Merañ traezoù

kemmañ
  • Treuzfurmadurioù keouenn (treuzkludadur, kemparzh, addeventadur, tr, distumadur), en un doare etreoberiant pe dre ebarzhiñ talvoudoù niverel
  • Rummañ dre verniañ kalkoù, strolladoù hag traezoù (z-order)
  • Strolladur urzhazek an traezoù hag ar strolladoù
  • Reizhiad kalkoù
  • Eilañ/pegañ traezoù
  • Steudañ, dasparzh ha stlabezañ traezoù, o lakaat war ur gael
  • Kaelioù ha sturieroù gwarellek.

Leuniadur ha trohedoù

kemmañ
  • Diuzer livioù (RVB, TLS, CMYK, rod)
  • Pibell livioù
  • Eilañ/pegañ stil an traezoù
  • Leuniañ dre abladennoù livioù, dinaouiñ, gwiadoù ha tresoù, gant kanol alfa
  • Dinaouiñ livioù dre zornelloù reoliñ
  • Dinaouiñ linennek hag a-skin
  • Bevennoù dre boentigoù ha "merkerioù" (traezoù SVG peget ouzh skoulmoù ha pennoù ar c'hrommennoù)

Liammoù diavaez

kemmañ