Lavar programmiñ

(Adkaset eus Yezh programmiñ)

Ul lavar, ur yezh programmiñ, un areg gouleviñ, zo ul lavar kalvezadel savet evit reiñ urzhioù hag a c'hell bezañ sevenet gant un ardivink, un urzhiataer peurvuiañ. Al lavarioù programmiñ a c'hell bezañ implijet evit krouiñ programmoù (pe : goulevioù, poelladoù) a gontroll emzalc'h un ardivink, evit seveniñ un algoritm resis, pe evit eskemm gant un den.

yezh programmiñ
computer science term
Iskevrennad euscomputer language Kemmañ
Rann eusurzhiataer Kemmañ
Implijcomputer programming Kemmañ
Dezverket drecase sensitivity (two options), type of programming language Kemmañ
Istorhistory of programming languages, timeline of programming languages Kemmañ
Manifestation ofprogramming paradigm Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E55) Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/programming-languages Kemmañ
Roll elfennoùlist of programming languages by type, list of programming languages Kemmañ

Al lodenn vrasañ eus al lavarioù programmiñ zo enno doareoù-skrivañ dibar en o ereadurezh. Lod lavarioù a zo termenet en un teul a-ratozh : da skouer, ar C (lavar programmiñ) zo termenet gant an ISO. Lavarioù all, evel Perl, zo enno ur c'hefloueradur (staliadur ur programm bennak en un ardivink) implijet evit dave.

Pep lavar programmiñ zo ennañ ur steradur (ster ar gerioù) hag ur c'hevreadur ivez (kevreañ ar gerioù a ya d'ober ar "frazennoù").

Meur a seurt lavar programmiñ zo, a c'heller renkañ hervez o live. « Lavarioù a live izel » reer eus al lavarioù tost da lavar binarel an ardivink, evel an assembler language / symbolic machine code, ha « lavarioù a live uhel » eus ar re a zo tost d’an doare ma soñj un den, evel C++.

Nemet e c'heller o renkañ ivez hervez an doare ma vez peurgaset ar programmoù skrivet gante gant an urzhiataer a-raok bezañ erounezet gantañ : al lavarioù kompilet hag al lavarioù jubennet.

  • Al lavarioù kompilet a vez savet gant ur c’hempuner da gendastum ar programmoù d'ober ur restr-tarzh a c'hello neuze bezañ erounezet war un dro gant an ijinenn. Al lavar C, da skouer, zo ul lavar kompilet.
  • Al lavarioù jubennet o deus ezhomm ur c'haser urzhiadoù evit lakaat programmoù da labourat ; PHP a zo ul lavar jubennet.

Python eo al lavar programmiñ a zo bet implijet ar muiañ e 2024 hag e miz Genver 2025 ; C++ eo an eil[1].

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Jansen, Paul. TIOBE Index for January 2025 @ TIOBE. Kavet : 10 Gen 25.