C (lavar programmiñ)

lavar programmiñ

Ul lavar programmiñ kompilet eo al lavar C. Gallout a ra ur program skivet e C bezañ kompilet evit meur a reizhiad korvoiñ evel Microsoft Windows, Unix, Linux, ha kalz re all. Dre m’eo C ul lavar tost da hini ar mikroprosesor e c’heller sevel programmoù efedus-kenañ ennañ, met evit ar memes abeg eo diaesoc’h programmiñ e C evit el lodenn vrasañ eus al lavarioù all.

C
imperative programming language, procedural programming language, structured programming language, compiled language, yezh programmiñ, computer science term
Deiziad krouiñ1972 Kemmañ
Diazezet warB Kemmañ
Raklec'hiet gantB Kemmañ
EmbannadurC17, C23 Kemmañ
Programming paradigmimperative programming, structured programming, procedural programming Kemmañ
DiorroerBell Labs, Dennis M. Ritchie, ANSI, ISO, Ken Thompson Kemmañ
Treset gantDennis M. Ritchie Kemmañ
Operating systemMicrosoft Windows, Unix-like operating system Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.iso.org/standard/74528.html, https://www.open-std.org/jtc1/sc22/wg14/ Kemmañ
Dezverket dreTuring completeness Kemmañ
Seurt media Internettext/plain Kemmañ
Typing disciplinemanifest typing, weak typing Kemmañ
Astenn restrc, h Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/c Kemmañ

Implijet eo al lavar C evit skrivañ reizhiadoù korvoiñ, ha dreist-holl o gwiskadoù izel evel ar c’hraoñell, met ivez meziantoù a bep seurt: meziantoù burev, ostilhoù, c’hoarioù, hag all.

Krouet eo bet al lavar C er bloavezhioù 70 gant Brian Kernighan ha Dennis Ritchie, da gentañ evit sevel ar reizhiad korvoiñ Unix. Er mare-se e oa ar reizhiadoù korvoiñ skrivet en asambler, lavar pep mikroprosesor; neuze e oa ret adskrivañ anezho evit pep mikroprosesor, ha diaes e oa bewech. Dre ma oa skrivet ul lodenn vras eus mammenn Unix e C e oa ur c’hod hepken a c’helled kompilañ evit pep mikroprosesor, ha ne oa ret skrivañ en asambler nemet lodennoù bihan ar vammenn.

Doareoù

kemmañ

Lakaet o deus Kernighan ha Ritchie da c’houzout al lavar C en o levr, The C programming language (1978). War-lerc’h eo deuet an doare-se d’al lavar da vezañ anavezet evel K&R C (Kernighan ha Ritchie).

E 1989 eo deut er-maaz un doare d’al lavar C standardizet gant an ANSI, anvet ANSI C.

Deut eo er-maez doareoù nevez ha modernoc’h al lavar e 1999 (C99), 2011 (C11) ha 2018 (C18).

Mammenn ur program C

kemmañ

Mammenn ur program C, da lavarout eo an destenn skrivet gant ar programmer, zo ur restr destenn pe meur a hini, ".c" o astenn dre gendiviz.

Evit lañsañ ar program e ranker lakaat ur c’hompiler da lenn ar vammenn ha produiñ ur restr da beurgas. Kompilerioù C zo evit al lodenn vrasañ eus ar reizhiadoù korvoiñ ha meur a hini zo meziantoù frank, en o zouesk gcc[1], kompiler C GNU Compiler Collection), ha clang[2], kompiler C LLVM.

Framm ur program C

kemmañ

En ur program skrivet e C e kaver ur fonksion anvet "main", peurgaset e penn kentañ pa vez lañset ar program. Da skouer, sed amañ ur program dematañ :

int main(int argc, char **argv) {
  printf("Demat d’an holl !");
}

Echuiñ a ra pep linenn gant ur pik-virgulenn (;).

Gallout a reer lakaat notennoù etre /* ha */. Ar c’hompiler ne ra mann ebet ganto, met gallout a reont bezañ talvoudus evit lennerien ar program.

int main(int argc, char **argv) {
  printf("Demat d’an holl !"); /* Gwelloc’h bezañ seven gant an implijer */
}

Gwelout ivez

kemmañ
  • C++, ul lavar programmiñ savet diwar C.

Daveoù

kemmañ