PHP
Ul lavar programmiñ jubennet eo PHP. Peurliesañ e vez implijet evit skrivañ programmoù peurgaset war servijerien, dreist-holl war an Internet. Ur meziant frank eo, dindan an aotre GPL, aozet gant ur gumuniezh.
Aozet eo bet da gentañ evit da vezañ emfrannet e pajennoù HTML. Peurgas a ra ar servijer HTTP (Apache, Nginx, IIS…) al linennoù PHP ha tennet e vezont eus ar bajenn web a-raok ma vez kaset d’ar merdeer.
Gallout a reer liammañ ur program PHP gant meziantoù all, evel MySQL. Deuet eo Linux, Apache, Mysql ha PHP da vezañ anavezet dindan anv LAMP.
Istor PHP
kemmañKrouet eo bet PHP e 1994 gant Rasmus Lerdorf e stumm un nebeud programmoù C a servije evit e bajenn Internet hag a c’helle produiñ furmennoù web hag enrollañ roadennoù e dataegoù. Embann a reas an doare kentañ-mañ dindan anv Personal Home Page/Forms Interpreter (PHP/FI).
E 1997 e teuas er-maez PHP 2. N’en doa Lerdorf raktres resis ebet, nag ar mennad da sevel ul lavar programmiñ nevez; neuze e kreskas PHP evel ma teue.
PHP 3 zo deuet er-maez e 1998, ul lodenn vras eus ar c’hod adskrivet gant Zeev Suraski hag Andi Gutmans, ha ster an anv cheñchet da PHP: Hypertext Preprocessor.
PHP 4, diazezet war lusker Zend 1.0, zo deuet er-maez e 2000.
PHP 5, diazezet war lusker Zend 2.0, zo deuet er-maez e 2004, gant ur stumm nevez eus ar programerezh reteret objed hag un doare gwelloc’h da eskemm gant dataegoù anvet PHP Data Objects.
Dleoat a raje PHP 6 bezañ gouest d’ober war eeun gant arouezoù Unicode, met abalamour da gudennoù n’eo ket bet embannet an doare-mañ.
PHP 7 zo deuet er-maez e 2015. Gwalc’het eo bet al lavar evit e modernaat ha lemel stummoù kozh.
Skouer
kemmañSetu ur program dematañ e PHP emframmet un ur bajenn HTML :
<html>
<head>
<title>Skouer</title>
</head>
<body>
<?php
echo "<p>Penaos 'mañ kont ?</p>";
?>
</body>
</html>