Skouergorneg
E mentoniezh, ur skouergorneg (pe hirgarrezenn) zo termenet evel ul lun pevarzuek, dezhañ pevar c'hogn zo holl skouer[1].
Perzhioù eeun
kemmañKement pevarc'hostezeg a zo ur skouergorneg m'en deus ar perzhioù-mañ :
- pevar c'horn skouer,
- dreuzvegelloù keit,
- dreuzvegelloù a groaz er c'hreiz rik,
- kostezioù enep a zo keit daou-ha-daou,
- kenstur eo e gostezioù enep, daou-ha-daou.
Perzhioù keveskemm
kemmañKement kensturieg zo ur skouerskorneg m'en deus ar perzhioù-mañ :
- pevar c'horn skouer,
- tri c'horn skouer,
- treuzvegelloù keit a groaz er c'hreiz,
- ur c'horn skouer,
- treuzvegelloù keit.
Perzhioù all
kemmañ- Daou ahel kemparzh, e greiztuennoù,
- Ur c'hreiz kemparzh, a zo kreiz kenskej e veskellennoù.
Ur c'harrez zo ur skouergorneg dibar, dezhañ pevar c'hostez keit : ur skouergorneg hag ul lankell war un dro eo eta.
Gorread un hirgarezenn a vez jedet dre lieskementiñ e hirder hag e lec'hed ; gant arouezioù : . Da skouer, gorread un hirgarrezenn dezhi 5 hirder ha 4 lec'hed a zo 20, rak .
Notennoù
kemmañ- ↑ Gerioù heñvelster: skouergorn/skouergogn .g -ioù, reizhkorneg/reizhkogneg g. -où, reizhkorn/reizhkogn g. ioù.