Lankell
Ul lankell[1], pe ur romb[2], zo ur pevarzueg dezhañ pevar zu keit-ha-keit.
Dezverkoù
kemmañUr pevarzueg rez a zo ul lankell mard eo ha hepken mard eo gwir unan eus an traoù-mañ :
- Keit-ha-keit eo e bevar zu (dre dermenadur).
- A-serzh eo e dreuzvegennoù an eil war eben hag en o c'hreiz e kejont.
- E ziv dreuzvegenn a zo kreizkornennoù eus daou gorn diabarzh ragenep.
- Ur c'hensturieg dezhañ daou du kenheuilh keit-ha-keit eo.
- Ur c'hensturieg eo hag a-serzh eo e dreuzvegennoù an eil war eben.
- Ur c'hensturieg eo hag unan eus e dreuzvegennoù a zo ur greizkornenn eus ur c'horn diabarzh.
Amregenn ha gorreenn
kemmañJediñ an amregad
kemmañBezet a un tu eus ul lankell, gallout a reer jediñ hec'h amregad A :
- .
Jediñ ar gorread
kemmañBezet d diaz ul lankell, da lavaret eo ne vern pehini eus he zuioù, hag s he sav, gallout a reer jediñ he gorread G en hevelep doare hag ur c'hensturieg diforzh :
- .
Bezet p ha q regadoù he zreuzvegennoù, gallout a reer jediñ he gorread evel-henn ivez :
- .