Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 28, bloaz 2011 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MP (kaozeal | degasadennoù)
MP (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 53:
"Pa vez tu" eme-ve. pep tamm ouzhpenn zo mat evel-just met ret eo anzav eo un tamm dipitus kavout ur frazenn hepken ... Pa'z eer da furchal war wikipedia eo da glask deskiñ un draig bennak. Kenkoulz klask pourchas un tammig boued da Yann Vrezhoneger, mod all ez aio diouzhtu d'ar wiki gallek pe saoz. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 17 Gou 2011 da 20:29 (UTC)
:D'am soñj eo mat-tre kaout a bep seurt pennadoù, ha war a bep seurt temoù. Gwir eo e vez gwelloc'h ul linenn pe ziv eget seurt ebet. Met kement-se a lak an dud da vont buan da furchal e lec'h all ha n'eo ket da chom amañ ganeomp. Ouzhpenn-se ne tiskouez ket d'an dud un dro-spered siruis ha don kenañ. Ar pezh a gavan me dereat a zo ur 5-10 linenn bennak evit diazezañ "mat" ar pennad. Un tammig 'zo gwelloc'h eget netra anat... Kalon deoc'h --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 18 Gou 2011 da 22:38 (UTC)
:: Stêr Velen / *Stêr Melen, chom a ran uvel gant ma fazi-me met sed ahe ar brouenn eus pezh a lavaren : un holloueziadur a vez gwellaet dre skrivañ hag adskrivañ. Traoù faos a vez hag a vez difaziet. Ret eo soñjal e kroger eus nebeut a dra. Dav eo mont gant an hent ha ma vefe gant ur frazenn hepken.
:: Pa 'm eus savet ar pennad em eus kliket war an droienn *Stêr Melen, skrivet en ar pennad [[Rouantelezh Wei]]. Ha *Stêr Melen a oa skrivet. Kavet e vez muioc'h evit Stêr Velen memes [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dibar%3AKlask&redirs=1&search=Stêr+Velen&fulltext=Search&ns0=1&ns1=1&ns2=1&ns3=1&ns4=1&ns5=1&ns6=1&ns7=1&ns8=1&ns9=1&ns10=1&ns11=1&ns12=1&ns13=1&ns14=1&ns15=1]... ret e vo difaziañ se [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dibar%3AKlask&redirs=1&search=Stêr+Melen&fulltext=Search&ns0=1&ns1=1&ns2=1&ns3=1&ns4=1&ns5=1&ns6=1&ns7=1&ns8=1&ns9=1&ns10=1&ns11=1&ns12=1&ns13=1&ns14=1&ns15=1].
:: Gwellaat a reomp evel ma c'hellomp. Ur stub evit ar pennadoù diazez [http://meta.wikimedia.org/wiki/List_of_Wikipedias_by_sample_of_articles/Absent_Articles#br_Brezhoneg] a blije din e-lec'h ar roll-se [http://meta.wikimedia.org/wiki/List_of_Wikipedias_by_sample_of_articles/Absent_Articles#br_Brezhoneg Pennadoù n'eus ket dioute]. [[Implijer:MP|MP]] 19 Gou 2011 da 09:56 (UTC)
:: Er stadegoù, pezh a vez sellet evit gouzout hag-eñ eo sirius ur wikipedia eo an niver a wezhioù eo bet cheñchet ur pennad. Gwelloc'h ul linenn astennet meur a wezh gant ur foto, un eil linenn, difaziet a fazioù dister ur wezh pe div... eget ur pennad plantet ur wezh ha morse adreizhet. [[Implijer:MP|MP]] 19 Gou 2011 da 09:56 (UTC)