Agostinho Neto : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb '''António Agostinho Neto''' (17 a viz Gwengolo 1922 - 10 a viz Gwengolo 1979) a oa ur politikour ha prezidant kentañ Angola. Agostinho Net...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''António Agostinho Neto''' (17 a viz Gwengolo 1922 - 10 a viz Gwengolo 1979) a oa ur politikour ha prezidant kentañ [[Angola]].
 
Agostinho Neto, ganet e [[Bengo]] (Angola), a oa mab d'ur [[pastor]] [[metodouriezh|metodour]]. Kas a reas e studioù e [[Luanda]] a-raok mont da studiañ ar [[mezegiezh|vezegiezh]] da [[portugal|Bortugal]] (e [[Coimbra]] hag ae [[Lisbon]]). Harzet e voe e 1951 gant polis [[António de Oliveira Salazar|Salazar]] en abeg d'e oberoù politikel evit dizalc'hiezh Angola. Dieubet e voe e 1958 ha distreiñ da Angola e 1959. Dont a reas da vezañ prezidant an [[MPLA]] (''Movimento Popular de Libertação de Angola'' - Luskad Poblek evit Dieubidigezh Angola).
 
En Angola e voe harzet adarre gant ar Bortugiz e 1960. Tennet e voe gant ar soudarded ouzh tud a vanifeste evit e dieubidigezh ha lazhet un 30 den bennak. Agostinho Neto a voe kaset daou vloaz d'an toull-bac'h d'ar [[Kab Glas|C'hab Glas]] ha goude-se da Lisbon. Dont a reas a-benn da dec'hel kuit da [[maroko|Varoko]] ha da [[Zair]] war-lerc'h.