Roald Amundsen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
 
E miz Here 1897 ec'h eas ar ''Belgica'' gant e hent ha tizhout [[Douar Graham]] e miz Genver 1898. Eno ec'h aozjont ergerzhadennoù war [[ski]]où. E miz Meurzh e voe paket ar vag er [[morskorneg|vorskorneg]] ha chom stanket c'hwec'h miz-pad a-raok dont a-benn da vont kuit ha distreiñ da Velgia. Ar wech kentañ eo ma chomas tud a-hed ar [[goañv]] en Antarktika. E-pad ar veaj-se e tiwanas mignoniezh etre Amundsen ha [[Frederick Cook]]. Hervez Amundsen e chomas yac'h akipaj ar ''Belgica'' a-drugarez da gCook hag a lakaas anezhe da debriñ kig [[mank (evn)|mank]]ed evit diwall diouzh ar [[skorbut]].
 
===Treizh ar Gwalarn, 1903-1906===
Goude e zistro da Norvegia ha tapet gantañ e desteni kabiten ec'h aozas Amundsen e ergerzhadenn gentañ. [[Treizh ar Gwalarn]] (un treizh a liamm ar [[Meurvor Atlantel]] ouzh ar [[Meurvor Habask]] dre Norzh-meur [[Kanada]] betek [[strizh-mor Bering]]) a oa bet ergerzhet dre zouar e 1822 met ne oa ket bet treizhet gant ur vag betek-hen. Mont a reas kuit gant 6 den all war ur vag-pesketa, ar Gjøa, d'ar 16 a viz Even 1903 ha treuziñ [[bae Baffin]], strizhoù-mor [[strizh-mor Lancaster|Lancaster]], [[strizh-mor Peel|Peel]], [[strizh-mor James Ross|Ross]] ha [[strizh-mor Rae|Rae]]. Hedañ a reas aod reter [[enez King William]] ha d'an 9 a viz Gwengolo ec'h eorias war aod su an enezenn a-raok tremen daou c'hoañvezh en ur bae a anvas [[Gjoa Haven]]. Eno e teskas doareoù-ober an [[Inuit]]ed.
 
Goude an ehan-se e teuas a-benn da dreuziñ [[mor Beaufort]], tizhout strizh-mor Bering ha dont da vezañ evel-se an den kentañ a dreuzas treizh ar Gwalarn. Kenderc'hel a reas e hent dre su [[enez Victoria]] ha kuitaat [[enezeg arktek Kanada]] d'ar 17 a viz Eost 1905. Chom a reas a-sav evit goañviñ a-raok distreiñ da [[Nome (Alaska)|Nome]] ([[Alaska]]). Dre ma oa ar [[pellskriver]] tostañ en Eagle City, 800 km ac'hane, e reas ar mont-ha-dont dre zouar evit kas ur gemennadenn o venegiñ e daol-kaer d'ar 5 a viz Kerzu 1905.