Moussa Traoré : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Moussa Traoré''' (ganet d'ar 25 a viz Gwengolo 1936) zo ur soudard hag ur politikour malian, bet e penn ar Stad adalek 1968 betek 1991. Moussa Traoré a voe stummet en akadem...
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Moussa Traoré''' (ganet d'ar 25 a viz Gwengolo [[1936]]) zo ur soudard hag ur politikour [[mali]]an, bet e penn ar Stad adalek 1968 betek 1991.
 
Moussa Traoré a voe stummet en akademiezh soudardel [[Fréjus]] ([[Bro-C'hall]]) a-raok distreiñ d'e vro e 1960. D'an 19 a viz Du 1968 e kemeras perzh en taol-Stad a-enep [[Modibo Keïta]], prezidant kentañ Mali, ha kemer e blas e penn ar Stad. Berzet e voe neuze holl obererezhioù politikel er vro. E 1974 e voe savet ur [[bonreizh|Vonreizh]] nevez ha diazezet an Eil Republik. Krouiñ a reas an UDPM (''Union Démocratique du Peuple Malien''), strollad politikel nemetañ er vro, e 1979.
Linenn 12:
 
[[Rummad:Mali]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1936]]
 
[[bm:Musa Trawere]]