Deheubarth : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 35:
Eus 1078 da 1093 e renas [[Rhys ap Tewdur]]. Dont a reas a-benn da ziarbenn meur a daol-arnod d'e zidronañ ha brasaat a reas galloud e rouantelezh. Gourdrouzet e oa gant an [[Normaned-saoz]] ha ganto e voe lazhet e 1093 en ur zifenn [[Brycheinog]]. Goude e varv e voe aloubet an darn vrasañ eus e rouantelezh gant an [[Normaned-saoz]]. E-pad un amzer e voe kaset e vap, [[Gruffydd ap Rhys]], d'un tec'hour. Adkemer ul lodenn vihan eus e rouantelezh, war dro [[Cantref Mawr]], a deuas a-benn d'ober, met ar peurrest a oa bet kemeret gant aotrounez norman.
 
Un emsavadeg vras a oa a-enep an [[Normaned-saoz]] e 1136 ha kevreañ a reas [[Gruffydd ap Rhys]] gant [[Rouantelezh Gwynedd|Gwynedd]]. Asambles gant [[Owain Gwynedd]] ha [[Cadwaladr ap Gruffydd]] eus Gwynedd e trac'has an [[Normaned-saoz]] en [[Emgann Crug Mawr]] e-kichen [[Kardigan]]. Frankizañ a rejont [[Ceredigion]] a oaun darn istorel eus Deheubarth. Staget e oa gant Gwynedd, avat, ha [[Gruffydd ap Rhys]] a varvas er bloaz war-lec'h e plegennoù dianav.
 
Goude e vavelezh e dremenas ar rouantelez d'e vibien [[Anarawd ap Gruffyd|Anarawd]], [[Cadell ap Gruffyd|Cadell]], [[Maredudd ap Guffyd|Maredudd]] and [[Rhys ap Gruffydd]]. Er c'hontrol ar pezh a c'hoarvezhe alies ne vrezeljont ket evit an tron met ren a rejont an eil goude an egile. An hini yaouankañ,[[Rhys ap Gruffydd]] a renas eus 1155 da 1197 ha adaloubiñ a reas un darn vras eus rouantelezh e dad.
 
Goude e varv, avat, e oa rannet Deheubarth etre e vibien. Ar re-mañ a yeas da wizion [[Llelewyn Meur]] [[Rouantelezh Gwynedd|Gwynedd]]. Da get ez eas rouantelezh ''Deheubarth'' da vat e 1234, goude ma voe aotreet gourvibien d'ar roueed kozh da ren war [[Cantref Mawr]] hag [[Ystrad Towi]] betek 1283.
 
 
== Tud brudet ganet e Deheubarth ==