Hippokrates : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 11:
Ur mezeg hag ur c'helenner brudet e voe.
Titouroù all diwar-benn e vuhez n'int ket asur<ref name=nuland4> {{Harv|Nuland|1988|loc=4}}</ref>. [[Soranos Efezos]], ur [[ginekologiezh |ginekologour]] gresian eus an eil kantve<ref name=BCE>{{Harv|Britannica|2006}}</ref> a voe kentañ buhezskriver Hippokrate hag e zanevelloù eo mammenn an titouroù pennañ hon eus diwar e benn. Titouroù all zo deut betek ennomp a-drugarez da skridoù [[Aristoteles]], skrivet er IV{{vet}}, eus ar ''[[Souda]]'' skrivet en X{{vet}} kantved goude J.-K. ha da oberennoù [[Yann Tzetzes]] savet en XII{{vet}} kantved goude J.-K.<ref name=garrison9293/>{{,}}<ref name=nuland7>{{Harv|Nuland|1988|loc=7}}</ref>. Daou vab Hippokrate, Tessalos ha Drako, hag e vab-kaer, Polibos, a voe e ziskibled. Hervez [[Galien]], ur medisin gresian en deus bevet diwezhatoc'h, e oa Polibos warlerc'hiad gwirion Hippokrates. Drako ha Tessalos o doe pep a vab anvet Hippokrates, ar pezh a c'hell lakaat unan da faziañ<ref name=garrison9293/>{{,}}<ref name=nuland7/>
.
Mervel a reas Hippokrates war-dro 370 kent J.K.
Hervez Soranus, Heraclides, ur medisin, e oa tad Hippokrates. E vamm a oa Praksitela, merc'h Tizane.
Soranus a lavar ivez e teskas Hippokrates ar vezegiezh gant e dad hag e dad-kozh, ha ma studias danvezioù all gant [[Demokritos]] ha [[Gorgias]]. Mont a reas Hippocrates war ar studi en [[asklepieion]] [[Kos]] moarvat, ha kentelioù en doe digant Herodikos, ur mezeg eus [[Trakia]]. Armeneg nemetañ zo graet eus Hippokrates en e amzer a gaver e diviz [[Plato]] : ''[[Protagoras (diviz)|Protagoras]]'', ma teskriv Hippokrates evel "Hippokrates Kos, an [[Asklepiadenn]]."<ref name="marti86">{{Harvnb|Martí-Ibáñez|1961|pp=86–87}}</ref><ref name="plato">{{Harvnb|Plato|380 B.C.}}</ref> Hippocrates a labouras evel mezeg hag a gelennas a-hed e vuhez. Beajiñ a reas ken pell ha [[Tessalia]], [[Trakia]], ha [[Mor Marmara]]<ref name="margotta66"/>. Aet e vefe da anaon e [[Larissa]] moarvat da 83 pe 90 vloaz, daoust ma lavar skrivagnerien zo e vevas pelloc'h evit 100 vloaz<ref name="margotta66"/>.
== Pennadoù kar ==
|