Babilonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ta:பபிலோனியா
Linenn 8:
 
=== Prantad kozh Babilon ===
War-dro 2000 kent J.-K., da-heul drouziwezh tierniezh "[[Ur-III]]" faezhet gant an [[Elam]]ited, [[AmoritedAmorrited]] kornôg an Eufratez a lakas o c'hrabanoù war Vezopotamia, e lec'h ma savjont rouantelezhioù bihan. E-doug a c'hentañ kantved eus ar pezh a anver "Prantad an Amorited", ar geoded-Stad c'halloudusañ e oa [[Isin]], daoust ma teuas [[Shamshi-Adad I]] tost da unvaniñ ar broioù ar muiañ en norzh. Unan eus an tierniezhioù amoritat-se a oa diazezet e keoded-Stad Babilon, a deufe a-benn en diwezh da gemer e greñv war ar re all ha da ziazezañ ar c'hentañ impalaeriezh babilonat, e-pad ar pezh zo anvet Prantad kozh Babilon.
[[Restr:Hammurabi's Babylonia 1.svg‎|right|350px|thumb|Impalaeriezh Babilon e deroù hag e diwezh ren Hammurabi]]
Kêr Babilon a c'hounezas an hegemoniezh war Mezopotamia dindan c'hwec'h rener, [[Hammurabi]] (1780 - 1750 kent J.-K.; deiziadoù diasur-kenañ). Ur rener efedus-kenañ e oa. Skrivañ a reas ur c'hod lezennoù anvet [[Kod Hammurabi]] ha degas ar stabilded d'ar vro goude ur prantad reuz.
 
Hervez kredennoù Babilonia, ar roue a oa dileuriad [[Marduk]], ha kêr Babilon a oa ur "gêr santel" e lec'h ma tlee bezañ kurunennet kement rener reizh eus [[Mezopotamia]]. Diorroen a reas ar vurevkratiezh, gant telloù hag ur gouarnamant kreizennet, evit harpañ alloudgalloud ar roue.