Deceangli : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : An '''Deceangli''' pe '''Deceangi''' a oa ur bobl vrezhon en Enez Vreizh a-raok aloubadeg ar Romaned. N'anavezer ket gwall vat pegen bras e oa o douaroù, met gouzout a ouzer en em ... |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 8 Gen 2007 da 18:51
An Deceangli pe Deceangi a oa ur bobl vrezhon en Enez Vreizh a-raok aloubadeg ar Romaned.
N'anavezer ket gwall vat pegen bras e oa o douaroù, met gouzout a ouzer en em lede o galloud war kontelezhioù Fflint ha Dinbych e biz nord-est du Kembre a vremañ, ha moarvat muioc'h c'hoazh trema'r c'hornôg.
Dont a reas armeoù roman Publius Ostorius Scapula d'ober brezel d'an Deceangli war-dro 48. Plegañ a rejont hep stourm nemeur, e-skoaz ar Silures hag an Ordovices a veze dalc'hmat oc'h en em sevel . N'anavezer kêr roman ebet en o bro, nemet moarvat e oa Canovium (Caerhun) enni.
Chomet eo ar ger "Deceangli" en anv-lec'h "Tegeingl".