Deiziadoù

Demat. An holl pennadoù "deiziad" a zo bet savet dija, dindan ar furm "11 Du". Tu zo dit o klokaat evel-just, da skouer o kemer harp war ar pezh 'zo bet graet e yezhoù all... A galon, Benoni 12 Her 2006 da 13:09 (UTC)Respont

Skaboù

Salud. Daou bennad heñvel a zo : Kaledvoulc’h ha Kaledvoulc'h, gant ur skrab disheñvel. An eil a zo bet krouet ganin, evit "reizhañ" an hini kentañ. Diverket e oa bet an hini kentañ ganin, hep disoñjal merkañ abeg ma reizhadenn. --Llydawr 25 Her 2006 da 20:42 (UTC)Respont

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 09:37 (UTC) (Merour)Respont

trugarez hag ur goulenn

trugarez evit ar reizhadennoù. un draig a fellfe din sklaeraat. desket em boa gwezhall e vez ret implijout an amzer-dremenet amstrizh evuit darvoudoù spishaet (hmm, gwall sklaer n'eo ket... - gwelet e vo gant ar skoueriù 'michañs) kemntoc'h evit an amzer-dremenet strizh (pe kevrennek - ne vern), da skouer:

ganet e oa bet e 1991 ha n'eo ket *ganet eo bet e 1991
gwelet e oa bet warlene ha n'eo ket *gwelet eo bet warlene

n'on ket aet da glask ivez e gwirionez. ha da soñjoù-te? --Neal 26 Du 2006 da 19:42 (UTC)Respont


gwelet e oa bet warlene ha n'eo ket *gwelet eo bet warlene

Sklaer evel lagad an naer.

ganet e oa bet e 1991 ha n'eo ket *ganet eo bet e 1991

Pa lavar ar barzh "me zo ganet e-kreiz ar mor" n'ouzon ket ken petra da soñjal. Shelley Konk 26 Du 2006 da 22:33 (UTC)Respont

Fallvarchoù

Salud dit. Respontet em eus er bajenn Kaozeadenn Skoazell:Fallvarchoù boas--Yun 5 Kzu 2006 da 17:56 (UTC)Respont

Kemm an anv

Peurvuiañ e klasker kemenn an den en deus krouet ar pennad a-raok kemm an anv. Kemer a ra un tamm amzer, met sevenoc'h eo. Ne oamp ket war-bouez ur sizhun. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:38 (UTC)Respont

kemennet e oa bet ganin ha roet an abeg. E gwirionez, evit lakaat toitloù ar pennadoù da glotaat gant boazioù ar wikipedia n'eo ket dav kemenn na gortoz. Ar c'hontrol avat pa fell d'un den kemmañ titl ur pennad evit e lakaat da diglotaat gant boazioù ar wikipedia.

--Neal 5 Kzu 2006 da 17:42 (UTC)Respont

Un doare da welet personel kenañ eo: gortoz a ran c'hoazh ar c'hemenn war ma fajenn gaozeal. Boazioù personel ivez: kemm hep kaozeal. N'int ket ma re. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:48 (UTC)Respont
Sklaer ha burutellet mat e oa an abegoù roet gant Neal evit kemm anv ar pennad. Ma vije tabutet e pad ur sizun war anv pep pennad ne vije fin ebet. Pa 'z eus reolennoù d'ar brezhoneg, kement hag ober doujañ dezho (dreist-holl pa z'eus bet seurt divizoù c'hoazh war pajennoù all eus ar wikipedia, da skouer evit envel kêrioù Iwerzhon)...Benoni 5 Kzu 2006 da 18:05 (UTC)Respont
Aesoc'h doujañ ouzh reolennoù eget ouzh an dud, amañ evel er wiki gallek. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 18:12 (UTC)Respont

Goulennoù hag evezhiadennoù

Bet on o lenn da bajenn bersonel ha savet un nebeud goulennoùigoù em fenn:

  • Skrivet ganit:
"Donet a ran eus ar wikipedia gallek. Labourat a rin er wikipedia brezhonek diouzh ma vo, met dreist-holl pa vin lakaet er-maez aleshont gant ar Pennoù-bras hag ar Vistri Veur".
  • Goulenn

Ha gallout a ran goulenn evit pesuert abegoù e kav dit e vi lakaet er-maez eus ar Wikipedia gallek gant ar"pennoù-bras" hag ar "Vistri Veur" (merourion bet dilennet gant ar gumuniezh 'michañs?)

  • Skrivet ganit
"Dizoloet em eus amañ: e c'haller kemm anvioù ar pennadoù krouet a-drek kein an aozer kentañ, hep kemenn..."
  • Goulenn:

Pegoulz e oa bet "dizoloet" doare mont-en-dro ar Wikipedia ganit (koulz an hini e galleg hag an hini e brezhoneg hag an holl re all)?

  • Evezhiadenn

N'eo ket bet graet netra "a-drek kein an aozer kentañ" - displeget eo bet pep kemm bet kaset da benn war ar Wikipedia-mañ. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant ar c'hemmoù-se, met graet int bet a-wel d'an holl atav.

  • Skrivet ganit:
"e vez tamallet ur pennad a-boan echu al linenn gentañ"
  • Evezhiadenn

N'eus bet tamallet netra da den ebet a-seurt-se. Kemmet pe reizhet pennadoù nevez-krouet hep tamm patrom warne evit lakaat war evezh ne oant ket achu c'hoazh ne lâran ket.

  • Skrivet ganit:

"ne vez ket aes labourat atav."

aezet eo labourat pa anavezer ha pa doujer d'ar reolennoù ha d'ar pennnaennoù. N'eo ket ganin int bet ijinet ivez, met unan eus diazezoù ar raktres int. N'on ket souzh e vez diaezet labourat a-skipialh gant ar re en ur gumuniezh evel houmañ ma kredez eo reizh ar pezh a gaver da lenn e galleg e traoñ da bajenn bersonel ivez:
"Ce n'est pas une maladie le fait de vouloir mettre des réglements et des lois à tout et à tout?"

--Merour (N) 7 Kzu 2006 da 17:05 (UTC)Respont

Trugarez eus da evezhiadennoù. O lenn a rin ur wech bennak. Shelley Konk 8 Kzu 2006 da 09:36 (UTC)Respont

Diverkañ ur gaozeadenn

Peurvuiañ ne vez ket diverket ur gaozeadenn. D'am soñj e ya ar merour dreist ar roudenn pa ra se: [[1]].

Arabat lâret forzh petra. Dilec'hiet hag adlec'hiet eo bet da evezhiadenn rak ne dene ket d'ar skeudenn hec'h-unan met da unan eus ar patromoù ma vez implijet ar skeudenn-se. Diverket n'eo ket bet: di/adlec'hietnemetken dres evel ma oa bet displeget en diverradur a c'heller lenn war ar bajenn "kemmoù diwezhañ". Ne ran netra dre guzh nag hep abegiñ ha ne diverkañ netra nemet ma vefe evit e adlec'hiañ evit aezaat ha sklaeraat ur gudenn bennaket pe a-hendall evit diellaouiñ teuliadopu deuet re hir.

--Neal 8 Kzu 2006 da 10:13 (UTC)Respont

N'eus ket aotre ken d'ober goulennoù seven evit kaout alioù an dud all?Shelley Konk 8 Kzu 2006 da 10:07 (UTC)Respont

diseven? pelec'h? - dilec'hiet e oa bet da evezhiaenn evit ma vefe aezetoc'h ha sklaeroc'h evit an implijerion/ezed all da dont da reiñ o ali.

--Neal 8 Kzu 2006 da 10:13 (UTC)Respont

Ur wech all e lezi ma evezhiadenn el lec'h ma oa bet lakaet ganin, ha digoumoul e vo an oabl, splannañ a ray an heol, hag evet e vo ganimp ur banne laezh eus teneridezh mab-den. Shelley Konk 8 Kzu 2006 da 11:00 (UTC)Respont

n'oûn ket re pesuert kudenn ac'h eus ganin met adlec'hiañ un evezhiadenn diwar-benn yezhadur ur patrom pa oa bet lakaet an evezhiadenn a-dreuz war ar bajenn goazeal stag ouzh ar sjkuedenn implijet gant ar patrom-se a zo un tamm eus al labourioù naetaat ha kempenn ma rank ar verourion ober war ar zro. diverket n'emañ ket - dilec'hiet eo bet n'eo ken.

sur-mat n'eo ket aezet dit labourat atav war ar Wikipedia-mañ (na war an hini e galegg hervezout da-unan) ma n'out ket gouest da lenn an abegoù roet a-wel d'an holl war ar bajenn "Kemmoù diwezhañ" a ya stag ouzh pep kemm graet ganin ha da gompren ec'h eo gwell gallout lenn evezhiadennoù savet diwar-benn ur pennad/patrom/rummad pa vez kavet an evezhiadenn-se war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad/patrom/rummad-se kentoc'h evit war an hini stag ouzh ur skeudenn implijet gant ar pennad/patrom/rummad-se (hag a c'hello bezañ implijet gant pennadoù all evel-se). Anfain, diganit ne c'hortozon tamm digarez ebet nag anzav ne oa ket ar gwir ganit pa oan bet tamallaet din ur wezh all traoù faos (ar wezh-mañ klask lakaat an dud da grediñ e oa bet diverket un evezhiadenn bet graet ganit pa oa bet dilec'hiet war ur bajenn gaozeal dereatoc'h evit ma vefe aezetoc'h d'an holl he c'havout ha koazeal diwar he fenn). --Neal 8 Kzu 2006 da 11:42 (UTC)Respont

Diverkañ

Ne vije ket diaes en em glevet, n'eus nemet kaozeal a-raok, met fellout a ra dit e vije ar gwir ganit kousto pe gousto. Setu ur bajenn gaoezal a oa bet implijet ganin evit kaozeal sioul ha seven, setu ar pezh zo c'hoarvezet:[[2]] Setu an traoù evel m'emaint. Ar peurrest zo spazhañ laou. Shelley Konk 8 Kzu 2006 da 13:44 (UTC)Respont

Faos: amañ emañ an evezhiadenn: Kaozeadenn Patrom:Kempenn (netra da welet gant ar skeudenn) ha setu ar pezh a zo c'hoarvezet (eilet diwar ar bajenn dibar "kemmoù diwezhañ" : "(diforc'h) (ist) . . Kaozeadenn Patrom:Kempenn‎; 21:57 . . Neal (Kaozeal | degasadennoù | stankañ) (dilec'hiet hag adlec'hiet evezhiadenn)". N'eo ket ret "kaozeal" evit reizhañ munudoù (netra n'ehe doa da evezhiadenn da welet gant ar skeudenn met gant ar patrom). Ar peurrest (skrivet ganit da skouer: "Peurvuiañ ne vez ket diverket ur gaozeadenn. D'am soñj e ya ar merour dreist ar roudenn pa ra se") a zo klask tagañ ac'hanon kousto ge gousto.

--Neal 8 Kzu 2006 da 14:00 (UTC)Respont

Kompren a ran pelec'h emañ an dalc'h: bevañ a rez kement ali un tamm disheñvel evel un dagadenn bersonel. N'eo ket yac'h. Shelley Konk 8 Kzu 2006 da 15:01 (UTC)Respont

Demokratelezh

[[3]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 10:15 (UTC)Respont

Kemennadenn - anvioù gresianek

Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.

Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.

Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:

Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1

A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:46 (UTC)Respont

Kendiviz reolata war ar rummadiñ

Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:52 (UTC)Respont

An anv stêr Gwilen

Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma'z peus labouret war ar pennad-se e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [4]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:14 (UTC)Respont

Kemenn votadeg

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:14 (UTC)Respont

Guimard

Adlakaet e vro e Breizh àr ar Wiki saoznek. El-rezon, ne vez ket graet "activism" gant hon enebour. Kadbzh 9 Meu 2007 da 14:49 (UTC) de:Lucien Petit-Breton ivez.Kadbzh 10 Meu 2007 da 08:39 (UTC)Respont

Propaganda

Dans l’article PROPAGANDE on apprend que les techniques de propagande utilisées en 1914-18 sont les suivantes : Il faut faire croire 1. que notre camp ne veut pas la guerre 2. que l’adversaire est responsable de la guerre 3. qu’il est moralement condamnable (car il attaque wikipédia par ses lâches articles ? ) 4. que la guerre contre lui a de nobles buts : défendre la vérité contre le lâche agresseur 5. que l’ennemi commet des atrocités délibérées (vandalisme) , mais pas nous : 6. qu’il subit bien plus de pertes que nous : ses articles maléfiques sont victorieusement supprimés 7. que Dieu est avec nous : Dieu ou son représentant : la Vérité, … 8. que le monde de l’art et de la culture approuve notre combat 9. que l’ennemi utilise des armes illicites (pas nous) 10. que ceux qui doutent des neuf premiers points sont soit des traîtres, soit des victimes des mensonges adverses (car l’ennemi, contrairement à nous qui informons, fait de la propagande).

Loeiz XVI

Trugarez da sellet ouzh ar gaozeadenn--Kadwalan 17 Ebr 2007 da 10:13 (UTC)Respont

Ilias

Petra eo da soñj ?--Kadwalan 2 Mae 2007 da 07:33 (UTC)Respont

Reizhañ hag eeunaat

Degemeret mat e vez reizhadennoù atav, met re wir eo n'haller ket reizhañ nag eeunaat ar yezh ma ne gomprener ket ar c'healoù --Neal (Kaozeal) 20 Mae 2007 da 16:39 (UTC)Respont

Re:"Propaganda"

For your information, Shelley Konk, I am not a spammer and I have never vandalised any Wikipedia articles before. Please calm down. I am only politely asking for translation help. It is entirely up to them to decide whether or not they will choose to help me.
Also, as some of you may have already known, I am not the only person asking for translation help.
All of these users have asked politely for help and none of these Wikipedians have ever vandalised any Wikipedia.
I am sure that experienced and long-time Breton contributors and administrators know me a lot clearer. Besides, I do not ask on a regular basis. --Jose77 26 Mae 2007 da 11:04 (UTC)Respont
Respontet am eus ivez e saozneg evel merour da Jose77 war e bajenn bersonel war ar Wikipedia saoznek Jose77 (wiki saoznek)--Neal (Kaozeal) 26 Mae 2007 da 11:32 (UTC)Respont

Asking for religious or political translation to help spread beliefs is propaganda. I have just created my own religion, so I will also use wikipedia to advertise it. Shelley Konk 26 Mae 2007 da 17:23 (UTC)Respont

Tavarn

Mont a ra mat tre en dro an davarn: t'eus ken met lenn ar mod implij e laez ar bajenn  .  Benoni (Kaozeadenn) 27 Mae 2007 da 21:09 (UTC)Respont

Goap da vat!

Na gunujennin ket da speredegezh o tisplegañ dit perak out bet stanket ur sizun!!!! War n'eus peseurt wiki all e vijes bet stanket, ha tout da frioù faos, da viken!!!  Benoni (Kaozeadenn) 7 Mez 2007 da 16:53 (UTC)Respont

E ser an dilennadeg

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[5]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[6]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[7] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Kdbzh, Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha Kdbzh gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[8] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 15:21 (UTC)Respont

E ser doareoù Bianchi-Bihan

E ser va stankadennoù

Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[9] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.

  • Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
  • Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
  • Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...

E ser an dilennadeg

  • ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[10] ha [11]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan ha Kdbzh, arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [12]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
  • Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [13]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[14]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.

Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.

Meven

Your account will be renamed

17 Meu 2015 da 19:24 (UTC)

Renamed

19 Ebr 2015 da 02:47 (UTC)