Wikipedia:Wiki-ni
- Marteze emaoc'h o klask hor c'hiwi-ni?

hon wiki-ni a vije diaesoc'h da wiskañ:
tremen 60 000 pennad zo ennañ.
Kentel: Lec'h zo da bep hini
e-barzh hon wiki-ni.
Hon wiki-ni, pe hor wiki-ni (evel a garer pe a geror), n'eo ket un enezenn, nag un douar, nag un tamm pezh dilhad berr ha dister, met ar wikipedia vrezhonek. Pell emañ diouzh Enez Bikini hag ouzhpenn-se n'eo ket a vent nag a stumm gant bikini ebet.
Bro dizalc'hAozañ
N'eo ket na bragoù na brozh dizalc'h eta, met un tamm bro dizalc'h an hini eo memes tra.
N'eo ket bro brini na
levrini, na karreg gouelini, met hon bro-ni an hini eo, brezhonegerien divorfil, dibilh ha dibistig.
Stag eo a dra sur ouzh an holl wikioù all, ha par dezho ivez: gant brezhonegerien eo savet, ha n'eo ket gant o amezeien pe yezherien arall.
- Ganimp emañ ar vestroni,
- hep rogoni na rustoni,
- hep viloni na falloni,
- na brav eo dimp en hon wiki-ni.
Son flour ar yezhAozañ
Ar vro vrezhonek nemeti eo hon wiki-ni.
Enni e c'haller komz eus kement tra a garomp, beajiñ en holl vroioù, hag en holl amzerioù, en hon yezh-ni.
- Evel miaou kazh, evel harzh ki,
- Nemet son hon yezh ne vank en hon wiki
- Un deiz avat e teuy, hervez pep spi
- Sede p'lec'h mañ hon intampi.
Wiki digor, Goursez digorAozañ
Degemerus eo hon wiki evel ma tiskouez ar pempgwerzennad-mañ:
- Pe baotr pe blac'h, da bep hini
- da chaloniez pe chaloni
- pe 've diaes pe 'n aezoni
- pe gant mono pe gant biki
- digor ez eo hon wiki-ni.
PorzhAozañ
Koulskoude eo degemerusoc'h hon wiki-ni c'hoazh d'ar re a garo kas ar c'harr war-raok gant ar re all, hervez pozioù ar c'han broadel :
- Ma tremenez, salud 'lari,
- Ma labourez, gra a gari,
- Met ma klaskez porzh da c'hoari
- N'eo ket al lec'h da baboriñ.
Pennadoù karAozañ
Liammoù diabarzhAozañ
- Arnodoù gallegerien da reoliañ hon wiki-ni: [[1]]
- Arnodoù drailherien : ne blij ket hon wiki-ni d'ar bleidi [[2]] na d'ar brini: [[3]]