Laou
Laou (ul laouenn pa ne vez nemet unan) zo amprevaned munut ha diaskell a vev e blev al loened (bronneged ha laboused) hag an dud. N'eus nemet nebeud eus al loened-se n'o devez ket laou, evel an eskell-kroc'hen, ha tud Japan n'o devez ket ivez a-hervez, hep ma oufed gwall vat perak. 3 000 spesad zo anezho.
Div izurzhiad a oa gwechall d'o c'hlenkañ: ar sunerien (Anoplura) hag ar chaokerien (Mallophaga). Hiriv en o renker e peder izurzhiad:
- an Anoplura,
- ar Rhyncophthirina, laou an olifanted,
- an Ischnocera: laou ar yer,
- an Amblycera: ur rumm chaokerien.
Laou an dud
kemmañLaou-korf a vez graet anezho (Pediculus humanus capitise latin) d'o dishevelout diouzh ar re all, met aesoc'h ober un anv latin anezho eget kaout an dizober anezho ur wech ma vezont peg en ho krev. Nez eo an anv a vez graet eus o vioù.
Gouennoù laou
kemmañPeurvuiañ e vez graet ar c'hemm etre teir gouenn laou da nebeutañ:
- -Laou-penn, Pediculus capitis, ar re a gaver e blev ar vugale ;
- -Laou-korf, pe laou-kroc'hen, Pediculus corporis ar re a beg e blev ar c'horf, pe Pediculus humanus humanus;
Er yezh pemdez e vez mesket alies an daou seurt-se.
- -Laou-faraon, pe laou-pafalek, a zo Pediculus pubis, laou a beg er c'haol, pe Phtirus pubis, a vez kavet en-dro da reizh an dud a ankounac'ha bout naet da goulz an embarañ.
Laou all
kemmañOuzhpenn e vez graet laou eus loened all:
- -Laou-dar pe Porcellio scaber a zo kresteneged a vev e lec'hioù gleb ha teñval.
- -Laou-koad pe Isoptera, a zistruj arrebeuri ha koataj an tier. Laou-koad a vez graet eus ar pugnez ivez.
Patrom:Taxobox image Patrom:Taxobox image Patrom:Taxobox fin
Yezh
kemmañGerioù deveret
kemmañ- Ur sac'h laou zo un den laouek. Implijet e vez ar gerioù-se evel kunujenn.
- Ul laoueg, pe ul laouegez, a zo tud laouek, pe laoueien, pe a-wechoù tud paour hepken. Implijet e vez ar gerioù-se evel kunujenn.
- Dilaouiñ a zo tennañ al laou, eus penn ur bugel peurvuiañ, gant ur grib alies.
- Kaoc'h-laou a vez lavaret eus kaoc'h-skouarn ivez.
- Morzhol(ig) al laou a vez graet eus ar biz-meud a-wechoù.
Troioù-lavar
kemmañ- Bezañ tost da douzañ ul laouenn-dar zo bezañ pizh-daonet
- Brochañ laou, lazhañ laou evit gwerzhañ o c'hroc'hen, spazhañ laou, chikañ laou, zo koll amzer.
- Chom d'ober laou zo kement ha chom d'ober teil tomm, da lavarout eo chom er gwele,
- Derc'hel laou e penn ar vugale, zo chom hep ober netra da zilaouiñ.
- Fritañ laou zo bevañ er baourentez
- Klask laou e-lec'h ma ne vez ket nez a zo klask abeg e-lec'h n'eus ket peadra.
Evel anv-gwan
kemmañ- Un den laou, ur bourk laou a zo dister, paour.
- Tudjentil laou a zo peorien.
Krennlavaroù
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Penaos stourm ouzh al laou (e galleg) : Comment enrayer les poux de tête?
- Yec'hed, nez ha laou (e galleg): Poux, lentes, pédiculose : des réponses d'experts
- E lec'hienn ar gouarnamant gall: [1]
- Un ali all: [2]