Laou-penn
Al laou, pe laou-penn, evit o dishañvalout diouzh ar gouennoù laou all, zo amprevaned munut ha diaskell hag a vev e blev an dud. N'eus nemet nebeut a vronneged n'o devez ket laou, evel an eskell-kroc'hen, ha tud Japan ha n'o devez ket ivez a-hervez, hep ma oufed gwall vat perak.
Laou e penn an dud
kemmañPediculus humanus capitis a lavarer anezho ivez, met aesoc'h ober un anv skiantel anezho eget kaout an dizober anezho ur wech ma vezont peg en ho krev. Nez eo an anv a vez graet eus o vioù.
Stourm ouzh al laou
kemmañEvit stourm en un doare efedus eo ret:
- distruj al laou hag an nez,
- mirout a dapout laou digant un den all.
Tri doare zo da zistruj al laou hag an nez:
- Troc'hañ ar blev ha touzañ ar penn, ha teurel kuit ar blev laouek; ne blij ket atav d'ar vugale na d'o zud, goude ma vez efedus; hogen ret e vez dibab etre blev melen koant laouek ha penn touz dilaou a-wechoù;
- Kribañ ar blev gant ur grib tanav ha dilaouiñ, ha frikañ an amprevaned unan hag unan. Hir eo, ha diaes-kenañ e-barzh blev hir: skuizhañ a c'haller goude 100 laouenn er memes penn.
- Gwalc'hiñ ar blev
- Lod tud a ra gant dour pe soavon-blev leun a broduioù kimiek. Ne blij ket d'an holl, droug a vez kontet diwar-benn ar produioù-se, gant gwir abeg (darn zo bet berzet).
- Tud zo a lak eoul-lavand, pe sitroñs (e gwerzh e ti an apotikerien), a-leizh war blev ar vugale, hag a c'holo ar penn e-pad un nozvezh.
- Displijout a ra ar c'hwezh kreñv, ha ne lazh ket al laou, eme tud zo.
- Mat eo evit en em ziwall, a lavar tud all. Ha yac'husoc'h eo eget ar pistri kimiek, rak mar deo displijus n'eo ket ken noazus, ha gwashañ displijadur a vez eo rankout naetaat dilhad ha gweleoù.
Koulskoude, pa vez implijet an tri doare-se war un dro e teuer a-benn eus an amprevaned noazus-se.
Un tamm istor
kemmañSoñj mat o deus an dud a zo bet bugale e-pad ar brezel eus abadennoù dilaouiñ a veze er skolioù koulz hag er gêr. "An holl o devoa laou", a glever alies. Alies e veze graet an dilaouiñ ouzh taol er gêr, hag e veze kribet ar blev a-us d'un asied faoutet. Goude e veze friket pep laouenn unan hag unan gant morzhol al laou .
Gwalc'het e veze ar pennoù laouek gant gwinêgr lakaet en dour tomm, a-hervez.
Yezh
kemmañGerioù deveret
kemmañ- Ur sac'h laou zo un den laouek. Implijet e vez ar gerioù-se evel kunujenn.
- Ul laoueg, pe ul laouegez, a zo tud laouek, pe laoueien, pe a-wechoù tud paour hepken. Implijet e vez ar gerioù-se evel kunujenn.
- Dilaouiñ a zo tennañ al laou, eus penn ur bugel peurvuiañ, gant ur grib alies.
- Kaoc'h-laou a vez lavaret eus kaoc'h-skouarn ivez.
- Morzhol(ig) al laou a vez graet eus ar biz-meud a-wechoù.
Troioù-lavar
kemmañ- Bezañ tost da douzañ ul laouenn-dar zo bezañ pizh-daonet
- Brochañ laou, lazhañ laou evit gwerzhañ o c'hroc'hen, spazhañ laou, chikañ laou, zo koll amzer.
- Chom d'ober laou zo kement ha chom d'ober teil tomm, da lavarout eo chom er gwele,
- Derc'hel laou e penn ar vugale, zo chom hep ober netra da zilaouiñ.
- Fritañ laou zo bevañ er baourentez
- Klask laou e-lec'h ma ne vez ket nez a zo klask abeg e-lec'h n'eus ket peadra.
Evel anv-gwan
kemmañ- Un den laou, ur bourk laou a zo dister, paour.
- Tudjentil laou a zo peorien.
Krennlavaroù
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Penaos stourm ouzh al laou (e galleg) : Comment enrayer les poux de tête?
- Yec'hed, nez ha laou (e galleg): Poux, lentes, pédiculose : des réponses d'experts
- E lec'hienn ar gouarnamant gall: [1]
- Un ali all: [2]