Politikerezh envel ofisiel
Erbedet eo doujañ d'ar pennreolennoù-mañ bet votet diwar o fenn

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig, lennit mar plij an displegadennoù hiroc'h er bajenn-gaozeal stag ouzh homañ


Diviz 1.

An anvioù gresianek divoutin a-vremañ a vo treuzskrivet hervez an distagadur a-vremañ kentoc'h evit bezañ treuzlizherennet

da skouer, "D" e lec'h "Nt", "e" e lec'h "ai", "ef/ev" e lec'h "eu", h.a.)

Diviz 2.

Doujañ da stumm gresianek orin an anvioù

da skouer, Odyseüs (Ὀδυσσεύς) kentoc'h evit *Ulises, gant adkasoù a stumm da stumm mar bez ezhomm)

Diviz 3.

Atav e vo lakaet stumm nominativel un anv gresianek divoutin da vezañ ar stumm diazez ma vo savet ar stumm brezhonekaet diwarnañ, koulz evit an anvioù gourel hag ar re venel

da skouer "Homeros" (< Ὅμηρος) e-lec'h *"Homer"; "Penelope (< Πηνελόπη) e lec'h *"Penelop")

Diviz 4.

Brezhonekaat an dibenn-ger gresianek hag a dalvez da verkañ lod eus an anvioù-kadarn benel -η > -e atav, ne vern penaos e vez graet gant yezhoù all.

da skouer "Andromac'he" (< Ἀνδρομάχη) kentoc'h evit *"Andromac'h", estreget evit an anvioù brezhonekaet en un doare hengounel dija, da skouer el listennadoù a gaver e geriadur Roparz Hemon, implijet evel anvioù boas tud dija, d.s. "Europa").

Diviz 5.

Doujet e vo da dreuzskrivadur a-ziforc'h etre ar parioù blotaat / dre c'hwezhañ

Tennañ a ra da dreuzksrivadur ar parioù-mañ:

Φ (phi) > f ~ Π > p Χ (khi) > c'h ~ Κ > k Theta (phi) > th > t ~ Θ > th

da skouer "Faethon" (< Φαέθων) e lec'h *"Phaeton)
da skouer "Thanatos" ( < θάνατος) e lec'h *"Tanatos"...)

Diviz 6.

Ne vo ket implijet C, Q hag X

Doujañ da reolennoù reizhskrivadur brezhoneg a-vremañ: da lavaret eo chom hep implijout na "c" e unan, na "x", na "q". E plas "c", lakaat "k" pe "s", hervez ar son a zo e gresianeg; hag evit "x" lakaat "ks"

da skouer: Nyks ( < Νýξ) e lec'h *Nyx)

Diviz 7.

Lakaat kemm etre "iota" ha "upsilon". Treuzskrivañ "upsilon" > y'

da skouer, Thetis (< Θέτις) kv. Tethys (< Τηθύς).

Diviz 8.

Implijout daoubik e brezhoneg () evit an diftongenn c’hresianek εύ, (estreget "Zeus" < Ζεύς)

Diviz 9.

Treuzskrivañ an diftongenn αι > <ai>, disheñvel diouzh an diftongenn αε > <ae>

da skouer, : Filainis (< Φιλαινίς) kv. Faethon (< Φαέθων ))