Ginea ar C'heheder : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: hr:Ekvatorska Gvineja
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 65:
== Istor ==
Enez Bioko a voe kavet e [[1471]] gant ar moraer [[Portugal|portugalat]] [[Fernão do Pó]], anavezet ivez e spagnoleg evel Fernando Poo, pa oa o klask un hent da vont war-zu [[Indez]]. Badeziñ a reas an enezenn ''Flor Formosa'' (ar vleunienn gaer), met goude-se e voe lakaet dezhi anv an ergerzher deuet eus Portugal. Trevadennet e voe inizi Fernando Poo hag Annobón gant Portugaliz adalek [[1474]]. Chom a reas an div enezenn en o dalc’h betek [[1778]], ha neuze e voent roet da Vro-Spagn, a-gevret gant ar gwir d’ober kenwerzh war douaroù all eus ar c’hevandir, en eskemm ouzh douaroù eus Suamerika. Etre [[1827]] ha [[1843]] e oa bet Saozon war an enez, implijet ganto en o stourm ouzh kenwerzh ar sklaved. Al lodenn a oa war an douar-bras, Río Muni, a zeuas da vezañ ur vro-warezet e [[1885]] hag un drevadenn spagnol e [[1900]].
 
==Rannoù melestradurel==
[[Skeudenn:Equatorial Guinea provinces named.png|thumb|left|Proviñsoù Ginea ar C'heheder]]
Div rannvro, rannet e 7 proviñs, a ya d'ober Ginea ar C'heheder :
* [[Mbini]], pe rannvro ar c'hevandir :
** [[Centro-Sur]]
** [[Kié-Ntem]]
** [[Litoral (Ginea ar C'heheder)|Litoral]]
** [[Wele-Nzas]]
* [[Rannvro an inizi]] :
** [[Annobón]]
** [[Bioko-Norte]]
** [[Bioko-Sur]]
 
[[Restr:Equatorialguineamap.png|thumbnail|kleiz|300px|Kartenn Ginea ar C'heheder]]