Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 74:
 
:::: N'emaon ket a-du ganit tamm ebet. Kemmoù zo a-wezhioù. Boazioù zo memes tra en desped d'an diforc'hioù a gaver. Amañ da skouer e hañval ganin ez eo anat e vezer boaz da skrivañ "e" e brezhoneg evit "η" abaoe Meven Mordiern. N'eo ket bet amprestet ar ger Europa digant ar gresianeg moarvat met digant ar saozneg ha setu tout. N'eo ket marv mil den kavout un esparadenn ur wezh an amzer ouzhpenn. Petore yezh n'he deus ket? Diouzh an tu all me 'gav din goude ur sizhunvezh klask e ranker derc'hel ar muiañ ar gwellañ, n'eo ket kement-se d'ar pezh zo bet savet gant hon diagentidi met d'ar pezh a vez kelennet er skolioù brezhoneg pa vez graet mat a-walc'h. Setu ez on ali abalamour da se derc'hel dre vras d'an dibaboù a gaver e levrioù diwan ag a zo bet dispeget gant R. Hemon en niverenn 12 eus kentañ rummad ar gelaouenn ''Hor Yezh'' (gwelet pelloc'h). Ar pezh ne dalv ket memes tra degemer pep tra hag an anvioù treuzskrivet fall Da skouer e lennan Θουκυδίδης / Thoukudídês skrivet Tusidides e levr diwan p. 72 ha Thoukikides e levr TES p. 87. Choas a rafen skrivañ K e-lec'h S evel e levr TES evit an anv-se --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 00:31 (UTC)
 
 
:Pa soñjan n'eo ket Arianna (Wikipedia) eo ar stumm impijet ellevrioù skol brezhoneg met Ariadne ( Ἀριάδνη / Ariádnê TES p. 67). --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 03:33 (UTC)
 
==Kinnig 6: Morfologiezh (II) - dibenn -εια==
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1" ar raktres.