Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 188:
::::Ali on skrivañ un i e-lec'h Y. Da gentañ e vez graet e-giz-se abaoe pell ha nebeutoc'h nebeutañ gant "u", a gav din. A-raok emedon a-du gant u kentoc'h met ken boaziet eo an dud ouzh an doare da skrivañ romanek ma kav ganin ne ra ken luziañ an traoù. A-du arall ned on ket ali tamm ebet gant implij an Y. Un dalvoudegezh all en deus e brezhoneg. Gwelloc'h e kavan ober ur choaz etre i hag u.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 16 C'hwe 2007 da 17:56 (UTC)
 
:::::E levrioù Istor TES ha Diwan e kaver I evit "y". Da skouer : Kiklop (Diwan p. 63 ha TES p. 70). Ma kaver Aesc’hulos e levr Diwan ez eo abalamour d'ar boaz ha mat e vefe miret ar stumm-se da'm soñj.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 02:03 (UTC)
N'on ket evit mirout ouzhin a adskrivañ ar pezh a skriv R. Hemon diwar-benn diskrivadur Y : "y, er gerioù gresianek a orin, hervez ali Meven Mordiern, a zo bet diskrivet u a-wechoù, war-zigarez e veze distaget evel-se e gresianeg kozh. An digarez, avat, ne dalvez ket kalz a dra, rak ne glaskomp ket advevañ doareoù distagan ar gresianeg kozh evit lizherennoù all, ha diskrivañ u a zistres re stumm ar gerioù. Furoc'h hag eeunoc'h eo diskrivañ i : hidrogen. E deroù ur ger e vo diskrivet y dirak ur vogalenn : yak, yatagan. Da deurel evezh e tle bezan diskrivet i etre div vogalenn e-barzh ur ger: kaiak. (''Hor Yezh'' 12/6)--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 02:03 (UTC)
 
==Kinnig 10: Lizherennoù doubl==
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1" ar raktres.