Doueoniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
→‎Istor: reizhañ
Linenn 8:
Adkemeret eo bet war e lerc'h gant [[Aristoteles]], evit diveskañ ar brederourion diouzh an doueoniourion, a gont ar mojennoù pe gwengeloù en ur stumm barzhonius.
 
Skrivagnerien c'hresian all a ra gant ar ger evit ober anv eus "kosmogoniezh". Gant ar stoisianed[[stoikourien]] ez eus kaoz a "brederouriezh doueoniel" diwar-benn ar prederiañ a-zivout an [[doueegezh]], a zo dezhe ur skourr eus ar [[prederouriezh|brederouriezh]].
 
Gant ar brederourion latin ne voe ket nemeur a gaoz a zoueoniezh, war-bouez un arroud brudet diwar zorn [[Varron]] : kemm a ra etre doueoniezh mojennelvojennel, doueoniezh fizikel, ha doueoniezh politikel.
 
[[Restr: AlbertusMagnus.jpg|thumb| [[Alberzh Veur]] (''Albertus Magnus''), sant paeron an doueoniourion gristen]]
 
Er c'hantvedoù kentañ e oa savet disfiz en oberourion gistengristen ouzh implij ar ger. En o spered e oa stag ar gerioù "doueoniezh" ha [[doueoniour]]ion ouzh ar wengelouriezh pagan.
Koulskoude e teu [[Klemañs Aleksandria]] da ober ar c'hemm etre « doueoniezh ar Verb peurbadel » ha « gwengelouriezh [[Dionysos]] ». Tamm-ha-tamm ez a da goll ar ster stag ouzh ar baganiezh. Nemet e kemm a-wechoù ar ster resis d'ar ger: a-wechoù e talv kement ha [[Skriturioù Sakr]], pe kofezadur ar [[feiz]] kristen. Da veno doueoniourion arall e talveze an doueoniezh kement ha prezeg eus [[doueegezh]] dre vras, pe eus doueegezh [[Jezuz]] nemetken.
Er c'hornog ne vez ket graet nemeur gant ar ger a-raok ar mare "skolastek": gwell e vez kavet komz gant troiennoù enne ar ger "sacer", evel "doctrina sacra", "sacra pagina" pe "sacra eruditio".