Vanadiom : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 36:
 
== Istor ==
E [[1801]] e voe dizoloet gant ar maenoniour [[Mec'hiko|mec'hikan]] Manuel del Río Fernández en un tamm "[[plom]] gell" ez eo Pb<sub>5</sub>(VO<sub>4</sub>)<sub>3</sub>Cl e zelun, hag a voe anvet ''[[vanadinite]]'' diwezhatoc'h.<br />
E [[1805]] avat e tisklêrias ar [[kimiezh|c'himiour]] [[Bro-C'hall|gall]] Hippolyte-Victor Collet-Descotils ne oa an elfenn nevez nemet [[krom]] saotreet ; dre ma savas an naturoniour [[Prus|Prusian]] Alexander von Humboldt a-du gant ar Gall ha ma oa ar Prusian ur mignon d'an dizoloer e tilezas hennezh e gavadenn.<br />
E [[1831]] e voe adkavet an elfenn gant ar c'himiour [[Sveden|svedat]] Nils Gabriel Sefström pa oa o labourat gant [[kailh]] [[houarn]], hag e 1831 ivez e voe kadarnaet kavadenn Manuel de Río Fernández gant ar c'himiour [[Alamagn|alaman]] Friedrich Wöhler.
 
Bamet e voe Nils Sefström gant livioù brav kenaozadoù kimiek an elfenn nevez, ha peogwir ne oa elfenn ebet hec'h anv o kregiñ gant ''V'' e tibabas an anv ''Vanadiom'', diwar an [[norseg]] ''Vanadís'', a zo lesanv Freyja, doueez ar gened hag ar strujusted.
Linenn 48:
Ur gwiskad [[oksidenn]] a zeu da c'holeiñ un tamm vanadiom bet lezet en aer, hogen ret eo e dommañ betek 660 [[gwrezverk|° C]] evit ma vije peuroksidet.
=== Izotopoù ===
'''<sup>51</sup>V''' eo an [[izotop]] a gaver en natur ; [[Skinoberiegezh|skinoberiek]] eo an izotop '''<sup>50</sup>V''', ha 0.25 % eo e [[puilhder naturel|builhder naturel]] (da lavaret eo ez eus 0,25 % eus <sup>50</sup>V ha 99,75 % eus <sup>51</sup>V er vanadiom a gaver en natur).
 
== Arver ==
Pentoksidenn ar vanadiom (V<sub>2</sub>O<sub>5</sub>) a vez arveret er gimiezh c'hreantel evel ''[[trelusker]]'' da luskañ dazgweredoù kimiel (evit kenderc'hañ trenkenn sulfurek, da skouer), evel ''livuzenn'' (da livañ mein prizius faos...), hag evel ''stabilaer'' (evit stagañ [[titaniom]] d'an dir evit ma ne verglfe ket, hag all).<br />
[[Dreistreüsted]] lod kendeuzadoù vanadiom a vez arveret evit fardañ [[gwarellegezh|gwarelloù]].
== Notennoù ==