Strollad Labourerion Kurdistan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Strollad labourerion Kurdistan''' ('''PKK''', e [[kurdeg]]: ''Partiya Karkerên Kurdistan'', pe KGK ez-ofisiel abaoe 2003), krouet e [[1978]] gant [[Abdullah Öcalan]], zo ur strollad milourel [[dizalc'houriezh|dizalc'hour]] eus [[Kurdistan Turkia]] hag en em ginnig evel ul luskad gouvrezel a-enep d'al lu turk. Oberiant eo dreist-holl e [[Turkia]], [[Siria]], [[Iran]] ha muioc'h-mui en [[Irak]].
 
Enebiñ a ra douzh Turkia en un doare milourel abaoe [[1984]]. Da vare e grouidigezh e vize da gaout dishualded an tiriadoù kurdek e gevred Turkia. Goulenn a ra bremañ avat e vefe savet ur rannvro emren kevanek en ur reizhiad [[kevreadelezh|kevreadel]], diskounaet ar rebelled (a vefe ivez aotreet ivez da gemer perzh er vuhez politikel), ha divac'het Abdullah Öcalan a zo dalc'het er vac'h war enez [[Imrali]] e gwalarn Turkia abaoe [[1999]].
 
Lakaet e vez war roll an aozadurioù sponterion gant meur a vro.
 
== Kealoniezh ha stourm ==
Embann a reas ar strollad mennozhioù [[broadelour]] ha [[marksour-leninour]] da vare e grouidigezh. Neoazh, dilaosketdileuskel a reas al [[leninouriezh]] e [[2003]]. War-lerc'h un harz-tennañ etre [[2000]] ha [[2004]] ec'h adlañsas ar strollad ar gouvrezel a-enep da Durkia.
 
[[Rummad:Kurdistan]]