Gweltaz Kerguz
Salud, Gweltaz Kerguz, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Gweltaz Kerguz. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Y-M D 28 Du 2009 da 16:34 (UTC)
Meur a dra
kemmañKavout a ran e rez ul labour dreist, ha sevel a rez pennadoù nevez ha talvoudus e leiz. Merzet 'm eus e poa disoñjet lakaat an etrewiki, hag ar rummadoù, war meur a bennad. O paouez gwelet emaon e poa krouet er pennadoù Flibisterion ha Ar voukanerion, me gav din ez eo ret lakaat anezho en unander hag hep ger-mell. Petra eo da soñj ? A galon --Y-M D (kaozeal) 23 Mae 2010 da 15:35 (UTC)
- Trugarez dit !
- A-du on evit ar pezh a sell ouzh ma fennadoù diweshañ. N'on ket ur mailh c'hoazh ha n'ouzon ket penaos cheñch a
n dra-se. Ne oa nemet peogwir e felle din lakaat an etrewiki just a-walc'h ha ne oa ket posubl gant an unander.
- Evit ar pezh a sell ouzh ar rummadoù : ret e vefe din gwelout ar rummadoù a zo anezho dija a-raok lakaat ma fennad nevez Gweltaz Kerguz--Gweltaz Kerguz 23 Mae 2010 da 15:52 (UTC)
- N'eo ket diaes kemmañ anvioù pennadoù. Ret eo mont war ar pennad ha sellet er penn uhelañ ha pouezañ war adenvel, hag ober ar pezh 'zo goulennet. Ha goude-se ez eus da c'houlenn ma 'vo diverket ar pennad direizh he anv. C'hoant 'peus klask, pe e ran war-dro ?
- Evit ar rummadoù avat e c'hellez ouzhpennañ rummadoù ha n'eus ket outo c'hoazh, krouet e vint pa 'vo pennadoù a-walc'h. Trawalc'h eo dit lakaat [[Rummad:XXXX]] (gant ar pezh a zere e plas XXXX) just a-raok an etrewiki.
- Lavarout a rez n'ec'h anavezez ket mat pep tra c'hoazh, me gav din e teu brav ganit dija. Ma 'peus goulennoù emaon amañ. A galon --Y-M D (kaozeal) 23 Mae 2010 da 16:22 (UTC)
- Fellout a ra din da drugarekaat c'hoazh... Klask a rin ober ma seizh gwellañ evit chom hep ober re a "fazioù" (spi am eus e vin difaziet evit ar pezh a sell ouzh ar yezh ivez, evel just). Tamm ha tamm e vez graet e vragoù da Yann, neketa ? A galon ! --Gweltaz Kerguz 23 Mae 2010 da 20:21 (UTC)
- Pep hini a ra ar pezh a c'hell . Moarvat e vo tud evit reizhañ da labour (n'eo ket me an hini varrekañ evit en ober), pe evit adlenn anezhañ. Hag evel-just e vez savet an traoù tamm ha tamm.
- Graet 'm eus war-dro ar pennadoù nevesañ ac'h eus savet. Bez e oa dija eus ur pennad Boukaner, setu em eus ranket diverkañ da hini. Marteze e c'hellfez mont da glokaat ar pennad a zo outi dija. Trug'
- Kalon dit --Y-M D (kaozeal) 23 Mae 2010 da 21:26 (UTC)
- Fellout a ra din da drugarekaat c'hoazh... Klask a rin ober ma seizh gwellañ evit chom hep ober re a "fazioù" (spi am eus e vin difaziet evit ar pezh a sell ouzh ar yezh ivez, evel just). Tamm ha tamm e vez graet e vragoù da Yann, neketa ? A galon ! --Gweltaz Kerguz 23 Mae 2010 da 20:21 (UTC)
Salud deoc'h !--Fabriz Coupechoux 28 Mez 2010 da 13:34 (UTC)
- Salud deoc'h ! Lakaet ho peus ho anv war ar wiki vrezhonek a-benn ar fin ?--Gweltaz Kerguz
- Ya, labour 'zo. Me 'zo laouen o vout amañ. Spi am eus e vo degemeret mat ma fennadoù. O treiñ pennadoù 'zo deus ar wikioù e saozneg, e spagnoleg, e galleg hag e latineg emaon. Bec'h 'zo war ma chouk bremañ... P.S. : me gav drol e vez graet ur ger gourel deus "wikipedia". Marteze ez eo ar gaou ganin ha neuze ne gredan ket ober gant "vrezhonek" evit c'hoazh. O c'hortoz emaon ivez. Betek ar c'hentañ gwel !--Fabriz Coupechoux 30 Mez 2010 da 20:40 (UTC)
Jener
kemmañSalud. Alies e vez lakaet ar gerioù unan en -a, pe -ia (media zo ul liester, n'eo ket ur skouer vat) da vezañ gwregel e brezhonek. Neuze: ar wikipedia vrezhonek.
Tud all avat a laka an anv wikipedia da vezañ gourel, diwar skouer ar wikipedia gallek (en hini saoznek n'int ket nec'het gant se), neuze: ar wikipedia brezhonek.
Ret e vije gwelout er yezhoù latin all. Bianchi-Bihan 1 Gou 2010 da 03:28 (UTC)
- Hervez ar pennad fr:Wikipedia e seblant bezañ gwregel, evel er yezhoù latin all. Poent zo bet koulskoude e oa gourel. Bianchi-Bihan 1 Gou 2010 da 04:04 (UTC)
- Pa teuler ur sell war ar "wiktionnaire", pennad "wikipedia", ar ger-se a zo gourel ha benel evel "après-midi". An dud a ra gant "la wikipedia" aliesoc'h memes tra.Testenn dev Kenderc'hel a rin ober gant ar wikipedia vrezhonek neuze. A Galon.--Fabriz Coupechoux 1 Gou 2010 da 11:54 (UTC)
Diwall: pa deuler, pa zeu (kemmadur dre vlotaat atav,, met degemeret e vez pa deu ha pa dle), kenderc'hel da ober (evel paouez , kregiñ da ober ivez). Bianchi-Bihan 1 Gou 2010 da 12:59 (UTC)
- Ya, gwir eo. Red vo din o'r (oups, ober ;) ) ur striv 'vit chom war evezh.--Fabriz Coupechoux 1 Gou 2010 da 15:11 (UTC)
Beze
kemmañBeze (a veze) a verk ur boaz: pa oan yaouank, pa vezen klañv, pa voen gloazet. A galon. Bianchi-Bihan 17 Gou 2010 da 16:44 (UTC)
- Ya, gouzout a ouzon. Ret e vo din teurel evezh avat. Trugarez vras !Gweltaz Kerguz 17 Gou 2010 da 17:12 (UTC)
Diwar ar galleg e troez, a gredan, hag er yezh-se e reont gant an amzer-vremañ da gomz eus traoù tremenet. E brezhoneg n'haller ket. A galon. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 05:22 (UTC)
- Ya, merzet em eus e ra implijidi ar Wikipedia vrezhonek gant an amzer-tremenet evit ar pennadoù istorel. Graet em eus mod-se ivez evit ma fennad diwezhañ (Pompeius). Trugarez dit/deoc'h evit an difaziañ. Mod-se e vez desket ivez, neketa ? Spi am eus e vo talvoudus ma labour daoust d'am fazioù ha d'am stil pounner a-walc'h memestra... --Gweltaz Kerguz 18 Gou 2010 da 09:43 (UTC)
- Al labour kentañ, ha talvoudusañ, eo sevel ar pennadoù. Ar peurrest a deu goude. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 10:12 (UTC)
Klask lakaat Taxobox + anvadur skiantel (ha neket brezhoneg), da sk. {{Taxobox Ordo}}, hag e tlefe an traoù dont war wel e brezhoneg war an daolenn (ha mont kuit diouzh krec'h ar bajenn).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 13 Gen 2013 da 11:45 (UTC)
You are invited!
kemmañYou are invited... | |
---|---|
The Celtic Knot: Wikipedia Language Conference - Programme now live.
|