Jean Calvin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Poltred Jean Calvin '''Jean Calvin''' pe '''Jean Cauvin''' (10 a viz Gouere 150927 a viz Mae 1564) a oa un doueonie..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Ganet e oa bet e [[Noyon]], e Pikardi, e 1509. Pa voe embannet e dezennoù gant [[Martin Luther]], e oa 8 vloaz. E 1523 e voe kaset gant e dud da skol-veur Pariz da studiañ al lizhiri hag ar gwir. E 1532 e teuas da vout doktor war ar [[Gwir (lezenn)|gwir]] e skol-veur [[Orleañs]].
Tamm-ha-tamm e troas a-du gant ar mennozhioù protestant, levezonet gant Luther. Divizout a reas mont da Vro-Suis hag en em staliañ a reas e [[Geneva]] e [[1536]]. Skarzhet e voe eus ar gêr-se e 1538 ha mont a reas da bastor eda [[Strasbourg]]. Dimeziñ a reas e 1539 da Idelette de Bure, un [[advadezouriezh|advadezourez]]. Distreiñ a reas da C’heneva e 1541 hag eno e chomas betek e varv, e [[1564]].
 
Sellet a reer ouzh Calvin evel unan eus pennoù bras an Disivoud protestant. Da 26 vloaz, e 1536, e embannas an ''Institutio Christianae Religionis'', ur skrid [[latin]] a bouez war an doueoniezh kristen, hag e [[1541]] e voe embannet un droidigezh c’hallek anezhañ. Sevel a reas ivez meur a levr displegoù war levrennoù ar [[Bibl]], hag a gendalc’her da lenn hiziv, e-touez ar brotestanted.