E Skeud Tour Bras Sant Jermen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
astennig
D reizhañ
Linenn 34:
Taolennañ a ra ar skrivagner darvoudoù ar mare-se koulz ha tud eus Pleiben hag he zrowardroioù en ur yezh pinvidik-mor. An holl droioù-lavar a ra gante sof-kont a-hed al levr a zo skrivet gant lizherennoù stouet hag ur roll eus ar ''Gerioù ha doareoù-lavar implijet e Pleiben ha tro-war-dro'' a gaver en dibenn anezhañ (c'hwec'h pajennad).
 
Talvoudus eo al levr dre ma n'eo ket "traoù kouer" a gont ar skrivagner. Eñvorennoù ur paotr eus ar vourc'h int, d'ar mare m'emañ an hent-houarn o tegouezh er c'hontread ; hag ouzhpenn -se, emañ e dad e penn ur c'hoñvers hag a feurm kirri (gant al loened hag ar vevelien da -heul) ha fretfred en deus kavet war al linenn. Yeun ar Gow, hag a skriv hanter-kant vloaz war-lerc'h, a gas al lenner da gomprenngompren penaos an tren en deus kemmet buhez ar vro, hentoù ar genwerzh ha betek ar gwiskamant (ar gasketenn) hag ar parlant (ret drailhañ un tammig galleg gant tud al linenn)...
 
A-hend-all, ur mailh eo Yeun ar Gow evit taolenniñ dremm hag anal ul lec'h : gwelit penaos eo livet bourc'h Brasparzh pe c'hoazh buhez porzh Meilh-ar-Vern… Vern...a-raok an hent-houarn. Ha fent ar c'honter ne vez ket kollet gantañ : gouzout a ray al lenner penaos ha perak e oa bet troc'het "paltoioù" da "gwayedwayed" (gwazi) bourc'h Pleiben.
 
[[Rummad:Levrioù brezhonek|Skeud tour bras sant Jermen]]