For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Po'low, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Po'low. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Kadwalan 1 Eos 2011 da 16:14 (UTC)Respont

devezh-arat

kemmañ

Trugarez es da sikour er bajenn-se. N'on ket eus ar re wellañ evit sevel ar pennad-se, ha ma kerez mont pelloc'h ganti, gwell a se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Mae 2012 da 11:32 (UTC)Respont

Treuzlizherennadur ar gregach
kemmañ

Emaon o tont da lenn ar pennad "Selene". Hag amañ, e-giz e lec'h all ("Prometeüs/Prometheüs" da skouer) e choman gant un nebeud goulennoù : 1 - a-bouez eo, a gav din, merkañ an diforc'h etre an epsilonn hag an êta ("Selênê"), - ar pezh on gouest d'ober… met, hervez ar bajenn "treuzlizherennadur", e vefe ret lakaat an "e" gant un varrenn eeun war he gorre, ar pezh n'ouzon ket ober ; penaos 'ta diskoachañ ar stumm-se ? 2 - hag afer an "h" etimologel (amañ "Teia/Theia", e lec'h all "Prometeüs/Prometheüs" ha neuze : "Epimetheüs" ? "Athêna" ? "Theogonia" ? ha c'hoazh "Thot"…). Hag eñv ez eus bet un diviz hag un emglev bennak diwar-benn ar poent-se ? Gwelloc'h e vefe, d'am soñj, ober gant an "h", evit an anvioù divoutin d'an nebeutañ… Kontant e vefen o kaout ar sklêrijennouigoù-se… Po'low (kaozeal) 14 Mez 2012 da 17:49 (UTC)Respont

Ret vije din klask, rak bec'h bras zo bet, meur a vloaz zo diwar-benn an traoù-se, ha n'em eus ket dalc'het soñj eus pep tra. Alies e vez aes tapout an doare-skrivañ gregach diwar ar wikioù all (an hini saoznek peuvuiañ). A-hend-all n'on ket sur e ranker mirout ar gregach kozh e skritur ar brezhoneg a vremañ : ne vez ket graet er yezhoù all, hag an distagadur soaznek eus an anvioù -se a vez pelloc'h eget hini hon brezhoneg c'hoazh! Da skouer: en:Selene. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Mez 2012 da 17:56 (UTC)Respont

Sed a gavan:

  • Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern
  • Wikipedia:Teul labour war anvioù gresianek, hebraek ha latin e skridoù kozh zo
  • Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1/Diell04
  • Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1/Diell02
  • Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1/Diell03
  • Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1/Diell01
  • Wikipedia:Reolennoù envel

a galon Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Mez 2012 da 18:04 (UTC)Respont

Salud, sed an hevelep tra, gant ul liamm war-eeun : [[1]]. Ne gomprenan ket abalamour da betra ez peus tennet al liamm war-zu ar pennad sae er pennad Selene. A galon. --Ex-Smith (kaozeal) 15 Mez 2012 da 12:19 (UTC)Respont
Ne gomprenan ket ar goulenn kennebeut : n'am eus ket bet afer gant ar sae wenn-se ! Ma sellit mat ouzh an istor, deuet eo war wel ar sae d'ar 15 a viz Mae 2012 hep liamm ebet ha chomet e-giz-se betek ar 15 a viz Mezheven (da lârout eo goude am boa graet ma reuz) p'eo bet lakaet al liamm evit ar wech kentañ…

Ar pezh ne respont ket d'am damant : penaos ober un "e" pe un "o" gant ur varrenn eeun war-c'horre (aliet er reolennoù) ? Graet am eus gant tiredoù kognek, met ne glot ket mat gant hon doare-skrivañ na implij ar c'hornek nemet e kaz silabennoù "koaget"…

Ken ur wech all…Po'low (kaozeal) 15 Mez 2012 da 16:38 (UTC)Respont

Salud. ē hag ō emaout o klask, pe έ hag ό? --Ex-Smith (kaozeal) 17 Mez 2012 da 16:14 (UTC)Respont

έ

N'hellan ket respont, peogwir aze emañ an dalc'h : n'ouzon ket penaos ober un e pe un o toet plaen ! Met alioù mat a zo da zont sur a-walc'h… Po'low (kaozeal) 18 Mez 2012 da 09:42 (UTC)Respont
Salud dit. έ hag ό a gavi amañ a-us el lodenn anvet "arouezennoù dibar". ē hag ō a gavi en da urzhiataer, dav klask "charmap" (ma labourez gant ur PC : "démarrer" ha goude "rechercher" : charmap) ha neuze e c'halli dibab lizherennoù dibar. A galon. --Ex-Smith (kaozeal) 18 Mez 2012 da 11:31 (UTC)Respont
ē hag ō (Ē, Ō) a gavi ivez e-touez an "arouezennoù dibar", pe e krec'h ar prenestr, pe un nebeud linennoù dindan an "diverrañ" (trawalc'h eo klikañ warno evit ma teufent er skrid).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Mez 2012 da 11:50 (UTC)Respont
Anat : n'em boa ket taolet kont eus boest an arouezennoù dibar… Mersi bras. Po'low (kaozeal) 18 Mez 2012 da 15:10 (UTC)Respont

Black River / Dourdu(ff)

kemmañ

Well done ! Gourc'hemennoù. Aet e oa Breizh a-vaez da 'm spered, evit ur wezh. • 2.13.80.75 26 Her 2013 da 20:40 (UTC)Respont

Studi ...

kemmañ

... pe studienn a zo gwell din eget studiadenn aze, met n'in ket da glask pemp maout d'an troad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Gen 2014 da 14:07 (UTC)Respont

Marteze e kavi gwell ar c'hemmig nevez er pennad all? Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Gen 2014 da 14:31 (UTC)Respont

Unanderennoù

kemmañ

Salud dit ! Titloù un nebeud pennadoù (Gwenan, Merien) zo bet cheñchet gant unan eus kenlabourerien Wikipedia da lakaat unanderennoù en o lec'h. Gallout a rez mont d'an davarn da zisplegañ da soñj war ar c'hemm-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Gen 2014 da 17:27 (UTC)Respont

Alarc'h du

kemmañ

Demat deoc'h, Ouzhpennet ho poa ur rann "Istor ha lennegezh" er pennad hag en em c'houlenn a raen hag-eñ ne vije ket gwelloc'h sevel ur pennad en e bart e-unan (Teorienn an alarc'h du da skouer) evel ma oa bet graet gant yezhoù all. Petra a soñjit-hu eus se ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Meu 2015 da 18:10 (UTC)Respont

Gwir oc'h : soñjet em boa da gentañ en ur pennad disparti hag aet feneant da c'houde ha c'hoariet koukoug e neiz ar zoologour… Setu ne vefe enebiezh ebet eus ma zu ma teufe un den kalonek hag ampart da reiñ an dizalc'hiezh d'al lodenn-se. Met, d'am soñj, ne vefe ket mat lakaat da titl "Teorienn……" : a vefe reiñ re a bouez d'ul levr nemetañ ha na zellez ket mont da greizenn-kreiz ar bajenn ; ar wiki gallek en deus graet, a gav din, met n'eus anv nemet eus levr Taleb, hor pajenn deomp a zo pinvidikoc'h. A galon. Po'low (kaozeal) 15 Meu 2015 da 09:49 (UTC)Respont
Salud deoc'h, A-du kant dre gant : n'eus ket ezhomm da varmouzañ ar pezh a oa bet graet kent en un tu bennak all. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Meu 2015 da 09:55 (UTC)Respont

Paotr Treoure

kemmañ

... hag ar roll levrioù. Sell a dost. N'eus ket meskaj etre an embannadurioù? Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Ebr 2015 da 06:52 (UTC)Respont

Peseurt meskaj : n'eo ket sklaer. Ar pezh a zo sur : bez' 'm eus amañ war an daol ul levrig savet gant PAOTR-TRÉOURÉ (sic) anvet Barzaz ha soniou evit ar vugale ; an dañvez anezhañ a zo evel em boa merket. Deiziad ebet, gwir eo ; padal, un dedi dornskrivet gant an deiziad 10/3/1937… Soñj eo deut din dre se e oa an embannadur 1935 meneget gant ar CRBC (a gav din). Lâr din ma chom un dra bennak amsklaer… Po'low (kaozeal) 22 Ebr 2015 da 10:28 (UTC)Respont

Peleüs

kemmañ

Marteze e c'haller kaozeal db Peleüs, ma ne gavez ket mat. Met un dra zo sur: Peleus a zo fall. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Mae 2015 da 20:40 (UTC)Respont

Div wech ar memes tra

kemmañ
Ma, peseurt diforc'h etre "Tad e oa [Tindareos] da Klitemnestra ha Kastor ha Polideukes, Timandra, Phoebe ha Philonoe" ha "Bugale o devoe : Kastor, Klitemnestra, Timandra, Foebe ha Filonoe" ? Nemet :

- an doare skrivañ

- an disparti etre an daou "gevell"… Po'low (kaozeal) 11 Her 2015 da 14:02 (UTC)Respont

Abrobin

kemmañ

Mat e vefe kenveriañ an daou embannadur: a-hervez eo "skañvaet" an eil c'hoazh. Pet pajennad zo en eil? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 08:58 (UTC)Respont

156 pajenn… N'hellan ket keñveriañ pelloc'h peogwir n'em eus ket an Abrobin. Mat-tre adaozañ ar bajenn Abrobin. Po'low (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 09:05 (UTC)Respont

Skañvaet eta. Met ret e vo keñveriañ ar pajennoù kentañ da vihanañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 09:20 (UTC)Respont

Kentañ sell :
  • pajenn 3 : Daniel Defoe, Robinson Crusoe, Brezhoneg gant Yeun ar Gow
  • p. 4 : Embannet gant sikour, h.a. h.a.

Pep gwir miret strizh gant Embannadurioù Al Liamm 2005 Golo gant Tudu Huon ha Skrid kebad Trugarez da Riwal Huon, da Vrendan ar C'horr ha da Zivi gKervella evit o skoazell + chomlec'h, ISBN, Copyright

  • p. 5 : Lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow diwar "Robinson Crusoe" - Daniel Defoe
  • p. 7-8 : Un nebeud komzoù diwar-benn Daniel Defoe (sinet Y.G.) ha dindan en italek : "Gant an titl Abrobin e oa bet embannet al levr-mañ evit ar wech kentañ, gant Embannadurioù al Liamm, er bloaz 1964."
  • p. 11-153 : an destenn
  • p. 155-156 : Geriaoueg (gant Yeun ar Gow, splann a-walc'h, evel ma oa boas ober)
  • p. 159 : Peurvoullet……

Po'low (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 09:59 (UTC)Respont

Disoñjet em boa 4vet pajenn ar golo, e-lec'h ma lenner : « An destenn kinniget deoc'h da lenn amañ eo hini Yeun ar Gow bet adaozet e brezhoneg ha berraet un tamm avat evit yaouankizoù Breizh, dezho da lenn, en o yezh, chañsoù sebezus Robinson Crusoe ». Po'low (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 10:20 (UTC)Respont
Dindan ma daoulagad emañ an destenn bet embannet e 1964 : ne gaver tra er rann gentañ — "Un nebeut komzoù diwar-benn Daniel Defoe" — hag a c'hallje sikour doare pe zoare.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 10:32 (UTC)Respont

Embannadur 2004 a grog er bajenn 11 eta, ha hini 1964? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 12:51 (UTC)Respont

Un dresadenn gant Joël-J-SEVELLEG da gentañ-penn (pajenn 4), "Un nebeut komzoù diwar-benn Daniel Defoe" (pajennoù 5-6) da-heul ha kregiñ a ra ar pennad 1. — "E-lec'h ma raer anaoudegezh gant Abrobin, touellet gant ar c'hoant da redek mor." — er bajenn 7. Klozet eo ar bajenn 166 gant ar gerioù Amañ ec'h echu chañsoù burzhudus ABROBIN, ar peñsead..--Prieladkozh (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 15:09 (UTC)Respont
Un diforc'h memes tra e niver ar pajennoù : 160 ar wech kentañ, 143 ar wech-mañ ; bremañ, dav e vefe sellout ouzh ment al lizherennoù… Disheñvel ivez ar c'hlozadur ; amañ (2005) : « Diouzh va zu, e kendalc'his gant va zreizh betek Bro-Indez ha, goude chañsoù niverus hag a bep seurt, e tistrois da Vro-Saoz, yac'h ha dic'hloaz ha laouen da vezañ graet tro vat. » Po'low (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 19:17 (UTC)Respont
An hevelep frazenn « Diouzh va zu, [...] graet tro vat. » a lenner ivez e dibenn ar pennad 15. "Abrobin, deuet da vezañ pinnidik, o vont d'ober ur weladenn d'e enezenn." (an hini diwezhañ evel-just).--Prieladkozh (kaozeal) 25 Ebr 2016 da 20:48 (UTC)Respont

Fazioù stankañ

kemmañ

Un nebeud bloavezhioù zo ho poa skrivet er pennger «evit» war bajenn ar fazioù stankañ : «Trugarekaet e vez un den eus ur prof.» Hogen kavout a raer :

  • «[...] d'am zikour d'ho trugarekaat evit eur c'hras ker kaer» (G. Morvan, Buez ar Zent, 1894, p. 134, meneget amañ)
  • «Trugarekaat unan bennak evit e skoazell» (Geriadur brezhoneg An Here, 2001, pennger «trugarekaat»)

Baleer (kaozeal) 31 Meu 2017 da 00:45 (UTC)Respont

You are invited!

kemmañ
 
You are invited...
 

The Celtic Knot: Wikipedia Language Conference - Programme now live.

  • Hosts: The University of Edinburgh and Wikimedia UK
  • Supporting: Celtic & Indigenous Languages.
  • Objective: The main objective for Celtic Knot 2017 is the coming together of practitioners in the same room at same time; strengthening the bonds of those working to support language communities into a 'knot' and leading into action. Attendees can expect to learn about and discuss innovative approaches to open education, open knowledge and open data that support and grow language communities.
  • Date: 6 July 2017 - Booking is now open.

Stinglehammer (kaozeal) 22 Mae 2017 da 23:22 (UTC)Respont

Salud

kemmañ

E [Devri], ur meneg eus an Douffin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Her 2017 da 09:47 (UTC)Respont

Trugarez dit ! Aet on da welout… Ma, daou veneg e korf ur c'hantved… Mat e vefe gouzout gant piv int bet skrivet (an draonienn « doun » e Feiz ha Breiz a c'hellfe bezañ sinet Perrot). 'Forzh penaos em eus roet daou veneg gant « Dourdu(ff) » e skridoù gallek : rampo ! Po'low (kaozeal) 22 Her 2017 da 10:23 (UTC)Respont

Melc'hwed-krogennek

kemmañ

Trugarez dit evit bout reizhet ur v-k na oa ket kresket a-walc'h dirak ma daoulagad moarvat. Gorrek-gorrek on bet koulskoude o sevel ar pennad-se ! — Keritiad (kaozeal) 14 Meu 2019 da 20:31 (UTC)Respont